Alta California
Neuz
Alta California, pe Kalifornia Uhel, eo an anv roet d'ar broviñs hanternosañ eus impalaeriezh spagnol Amerika hag a eas gant Mec'hiko pa voe dizalc'h.
Klotañ a ra dre vras gant Kalifornia, ar stad kevredel eus SUA. Baja California, pe Kalifornia Izel, eo anv al ledenez er c'hreisteiz, ledenez Baja California, hag anv unan eus an div stad vec'hikan zo warni.