Mont d’an endalc’had

Alt-Hohenschönhausen

Eus Wikipedia
Skoed ardamez Alt-Hohenschönhausen
Lec'hiadur ar c'harter en arondisamant

Alt-Hohenschönhausen a zo ur c'harter eus Berlin, ul lodenn eus arondisamant Lichtenberg eo. Betek 2002 e oa anvet "Hohenschönhausen", kemmet eo bet an anv a-benn diskouez ez eo disheñvel diouzh "Neu-Hohenschönhausen", ur c'harter bet savet er bloavezhioù 1980. A-raok adreizhadenn 2001 e oa ur bastell-vro, enni ar c'harterioù da heul : Falkenberg, Neu-Hohenschönhausen, Wartenberg ha Malchow. Kendeuzet eo bet gant Lichtenberg a-benn aozañ an arondisamant a-vremañ. Da vare rann Berlin e oa eus tu ar reter. Ennañ emañ staliet BFC Dynamo Berlin.