Alfonso XIII
Neuz
Alfonso XIII (Madrid, 1886 – Roma, 1941) a oa Roue Spagn adal e c'hanedigezh betek savidigezh Eil Republik Spagn e 1931. Da 16 vloaz eo e kemeras ar gurunenn, e 1902.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Alfonso XII, Roue Spagn, ha d'e bried Maria Kristina Aostria (1858-1929)
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe da Victoria Eugenia de Battenberg Seizh bugel o doe:
- Alfonso (Alfonso Pío Cristino Eduardo) (1907–1938), priñs Asturiez, ganet hemofil, a zilezas e wirioù pennhêr en 1933 da zimeziñ gant un itron guban, Edelmira Sampedro y Robato en Suis, hag a voe anvet diwar neuze Kont Covadonga. Pa dorras e zimeziñ ec'h addimezas en Cuba gant Marta Esther Rocafort y Altuzarra.
- Jaime (Jaime Leopoldo Isabelino Enrique) (1908–1975), infant Spagn, mut ha bouzar diwar ar mastoiditis da bevar bloaz, a zilezas e wirioù en 1933; anvet Dug Segovia. Dimezet div wech:
- en Italia da Emanuela de Dampierre
- en Aostria da Charlotte Luise Auguste Tiedemann. Evel danvez pennhêr da gurunenn Bro-C'hall etre 1941 ha 1975 e oa anavezet evel dug Anjev.
- Beatriz (Beatriz Isabel Federica Alfonsa Eugenia) (1909–2002), Infantez Spagn dimezet en Italia da Vvet priñs Civitella Cesi, eus an Tiegezh Torlonia.
- Fernando, ganet-marv en 1910.
- María Cristina (María Cristina Teresa Alejandra) (1911–1996), Infantez Spagn ha dimezet en Italia da Iañ Kont Marone-Cinzano (intañv eus Noemí Rosa de Alcorta y García-Mansilla, ha bet tri bugel ganti).
- Juan (Juan Carlos Teresa Silvestre Alfonso) (1913–1993) infant Spagn, ha Kont Barcelona, danvez pennhêr d'ar gurunenn etre 1941 ha 1977. Dimezet en Italia d'e geniterv ar briñsez María de las Mercedes de Borbón-Dos Sicilias y Orleans. Dehañ e tegouezhas ar gwirioù, a voe legadet d'e vab Juan Carlos Iañ, Roue Spagn.
- Gonzalo (Gonzalo Manuel María Bernardo) (1914–1934), infant Spagn, ganet hemofil.
Goude genel ar seizh bugel-se ez eas da fall an darempredoù etre ar roue hag ar rouanez, hag un toullad serc'hed en doe Alfonso XIII .