Alberzh III Mecklenburg
Neuz
(Adkaset eus Alberzh Sveden)
- Ur bajenn disheñvelout Alberzh Mecklenburg zo ivez.
Alberzh III Mecklenburg, pe Alberzh Sveden, a voe roue Sveden (Albrekt av Mecklenburg e svedeg) eus 1364 da 1389, ha dug Mecklenburg (Albrecht von Mecklenburg en alamaneg) eus 1384 betek 1412.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Alberzh II Mecklenburg ha da Eufemia Ericsdotter (1317–1370), priñsez svedat.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas
- E 1359 e Wismar, da Richardis von Schwerin, merc'h d'ar c'hont Otto von Schwerin. Daou vugel o doe:
- Erik Albrektsson (1365-1397)[1], aotrou Gotland, marvet re abred da ren;
- Rikardis Katarina (1370/1372-1400), dimezet e Praha e 1388 da Karl IV an Impalaeriezh Santel, pempvet mab Johan Bohemia (1370-1396), margrav Moravia ha dug Görlitz (Lusatia).
- E miz C'hwevrer 1396 ec'h addimezas e Schwerin da Agnes von Braunschweig-Lüneburg (marvet war-dro 1430/1434). Ur mab o doe:
- Alberzh V Mecklenburg, marvet e 1423, Dug Mecklenburg ha Schwerin.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Nordman, Viljo Adolf in Albrecht Herzog von Mecklenburg König von Schweden, Suomalaisen Tiedeakatemian Tuomituksia B:44:1, Suomalaisen Tiedeakatemia, Helsinki, 1939 p 336.