Mont d’an endalc’had

Al-Yazira al-Jadra

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Al-Yazirat Al-Hadra)
Pont en Al-Yazirat Al-Hadra

Al-Yazira al-Jadra (arabeg : الجزيرة الخضراء al-ŷazīratu l-ḫaḍrāʔ "an Enez C'hlas") a oa ur gêr en al-Ándalus, e-kichen al lec'h m'emañ kêr Algeciras hiriv.
E 711 e voe diazezet kêr Al-Yazira, ha distrujet e 1379. Diwar neuze ne chomas nemet dismantroù, nebeudik a dud o chom enne, betek 1704.
Eus an annezidi e veze graet al-yazirí ("tud an Enez") pe al-jadrawí ("tud an Hini C'hlas"), anvioù a veze graet anezhe gant arzourien ar mare.