Mont d’an endalc’had

Adama

Eus Wikipedia

Adama (en oromoeg: Adaamaa, en amhareg: ኣዳማ, Adama pe Ädama), anavezet ivez gant an anv Nazret (en amhareg ናዝሬት), zo ur gêr vras eus Etiopia, bet kêr-benn Oromia. Emañ e 1 712 metr uhelder, 100 km er gevred da Addis Abeba.

Trede kêr vrasañ Etiopia eo Adama ; e 2015 e oa war-dro 324 000 a dud. Emañ war an hent a gas eus Dirre Dawa da Addis Abeba. Ur skol-veur zo eno, krouet e 1990.