Kain hag Abel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Abel (Bibl))
Kain o lazhañ Abel, gant Pieter Paul Rubens.

Kain hag Abel (en hebreeg הֶבֶל ,קַיִן Qayin, Hevel) a oa mibien Adam hag Eva, e liorzh Eden, pe Baradoz an Douar, e Levr ar C'heneliezh.

Kain, o mab kentañ, a oa labourer-douar. Abel, o eil mab, a oa mesaer, ha lazhet e voe gant e vreur. Kain a oa an den kentañ ganet eus gouenn an dud, hag Abel an den kentañ a varvas.

Kain, kantreer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kain o tec'hel rak mallozh Doue, gant Fernand-Anne Piestre Cormon, 1880, Mirdi Orsay, Pariz.

Kondaonet e voe Kain gant Doue da gantren war an douar. Eno e vefe gwrizienn ar Boudedeo.