ANO 2011
Neuz
ANO 2011 zo ur strollad politikel kreiz ha poblelour eus ar Republik Tchek krouet gant Andrej Babiš, an eil den pinvidikañ eus ar vro ha perc'henn an Agrofert hag ar strollad mediaoù Mafra. Diazezet e oa bet ar strollad ANO 2011 war al luskad Obererezh ar geodedourien displijet ("Akce nespokojených občanů", ANO). ANO a dalvez kement ha "ya" e yezh ar vro.