Helmut Fritz
Helmut Fritz eo anv-kaner Éric Greff[1], ur c'haner gall eo, a orin eus Béning-lès-Saint-Avold (Moselle). Ganet eo d'an 19 a viz Gouere 1975 e Forbach. Brudet eo bet gant e single Ça m'énerve, ur ganaouenn sonerezh tredan, deuet er-maez e 2009. Kemer a ra perzh ur c'haner alaman. Laurent Konrad eo ar produer[2].
E bladenn gentañ, En Observation, a zo deuet er-maez d'an 22 a viz Even 2009 er stalioù ha d'ar 15 a viz Even 2009 e stumm niverel[3].
Buhezskrid faos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit tostaat an anv-kaner d'ar ganaouenn Ça m'énerve eo bet ijinet an dudenn Helmut Fritz gant ur buhezskrid faos.
Ganet e vije e Reinbek (Alamagn), Helmut Günter von Fritz e vije mab nemetañ Rudy von Fritz hag Annegret Spiegeln.
E dud a vije perc'henn Fritzhoff, un embregerezh bihan da sevel stammennoù, a-drugarez d'o embregerezh e c'hounezont un tamm arc'hant. Eürus e vevont memes tra.
E 1998 e vije marvet tad-kozh Helmut, ar baron Titten von Fritz, pavatet e vije bet gant ur pemoc'h-gouez pa oa o chaseal. Helmut eo pennhêr 300 milion a deutschemark. Pinvidik met pizh hag e pren ur vespa rankontr, reiñ a ra peadra d'e dud hag ez a kuit eus Alamagn.
Mont a ra da vevañ da Bariz, a-drugarez d'an arc'hant en deus bet e krog da gaout ur vuhez mondian ha da brofitañ eus tiez-debriñ a galite Pariz. Dibab a ra ivez gwiskañ dilhad neo-dandy flamm. Kregiñ a ra memes tra ar vuhez nevez-se da vezañ ur pouez evitañ (termeniñ a ra e vuhez evel, un vie d'« heureux porte-monnaie »).
E 2009 eo re evitañ, enoeet betek re eo. Re a nozvezhioù dibaouez, a festoù, a haute couture... Fuloret ruz eo ! C'hoant en deus komz gant unan bennak, ha setu e kej gant an DJ Laurent Konrad pa oa o c'hortoz dirak Virgin Galactic. An soner-mañ a ginnig dezhañ enrollañ e vuhez dindan stumm ur ganaouenn.
Pladennrolladur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Observation (2009)
- Opening
- Ça m'énerve
- Tu l'as pas créé tu le vends
- Ça gère
- 07h45
- Miss France
- Partout
- Burn out
- Mister Hype
- Yellow Safety Jacket
- Le Plein des sens
- 16.01.74
- Ça m'énerve (VIP Dub Mix)
Singles
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar single Ça m'énerve, ingalet gant Sony Music Entertainment a zo deuet er-maez e miz Meurzh 2009. Helmut Fritz a implij an name dropping, en ur venegiñ ar bar hôtel Costes, ar merkoù dilhad Zadig & Voltaire ha Billionaire Couture hag ar merk botoù Jimmy Choo.
- Ça m'énerve (Radio edit)
- Ça m'énerve (Extended mix)
- Ça m'énerve (VIP dub mix)
- Partout (deuet er maez d'ar 26 a viz Mae 2009)
- Ça gère (deuet er maez d'ar 2 viz Mezheven 2009)
- Miss France (deuet er maez d'ar 9 viz Mezheven 2009)
- Buezhskrid video
- Clip video
- 16.01.74
- Le Plein des sens
- Tu l'as pas créé tu le vends
Bloavezh | Singles | Renkamant ar werzhadennoù | Pladenn | ||
---|---|---|---|---|---|
Bro-C'hall | Belgia | Suis | |||
2009 | Ça m'énerve | 1 | 3 | 8 | En Observation |
Miss France | 7 | 15 | 55 | ||
2010 | Ça Gère | 14 | — | — |