Ur bern tud a bign gant ar menez, n’eo ket gant an tren, met war droad. E 2019 e oa bet ouzhpenn 590 000 a dud o kerzhet betek al lein, tra ma oa bet 140 000 den all o vont di gant an tren bihan. Bez’ ez eo ar menez eus Breizh-Veur ma teu ar muiañ a dud. Eus al lein e vez kaer ar gwel ha pa vez dizolo an amzer e c’haller gwelet betek Iwerzhon, Bro-Skos, Manav ha Bro-Saoz, ouzhpenn ma weler un tamm mat eus hanternoz ha kreiz Kembre.
E krec’h e kaver un ti da zegemer an douristed, anvet Hafod Eryri, gant un ostaleri digoret e 2009, e-lec’h an hini a oa bet savet er bloavezhioù 1930. An tren n’a en-dro nemet eus miz Meurzh da viz Here.