Timbroù Thurn ha Taksis

Eus Wikipedia
Rann an hanternoz 1865
Rann ar Su 1859

Thurn ha Taksi n’eo nag anv ur Stad, na hini ur rannvro, met anv ur familh tudjentil a orin italian hag he deus lakaet war-sav ur servij postoù en Impalaeriezh Roman Santel adalek ar XVvet kantved. Un nebeud timbroù (52 damm) a voe moullet gant ar gompagnunezh o doa savet e 1851-52, evit Stadoù Alamagn an Hanternoz ha Stadoù ar Su.

E kreiz an XIIvet kantved emañ an tiegezh Tasso - un anv-familh a dalv “Broc’h” en italianeg - o vevañ e Bergamo(Lombardia). Treiñ a ray an anv-familh da “Tassis” pe “Taxis” diwezhatoc’h (Dachs a dalv broc’h en alamaneg). Gant Ruggiano de Tassis e oa krog ar servij eskemm-lizhiri en Italia.

D’an 11 a viz Kerzu 1489 e voe anvet Jeannetto de Tassis da vMestr Bras ar Servijoù Post, en Innsbruck.

E 1497, dindan aotrouniezh Masimilian Habsburg, anezhañ penn-bras an Impalaeriezh santel roman german, Franz von Taxis a savas ur servij post evit al lizhiri ofisiel.

D’an 12 a viz Du 1516 e oa bet savet ur rouedad servijoù post, diazezet e Brusel, hag a roe an tu da gas lizhiri ingal da Roma, Naplez, Bro-Spagn, Alamagn ha Bro-C’hall.

Franz von Taxis - Timbr Alamagn

E 1624 e voe anvet Kont (“Grafen” en alamaneg). E 1650 e cheñchas an anv-familh c’hoazh : Thurn (Tour) ha Taxis. E 1695 e resevas ar familh an titl a zug digant an Impalaer Santel Roman Leopold Iañ.

Diazezet e oa ar servij postoù war ur rouedad ostalerioù gant kezeg a gase al lizhiri a gêr vras da gêr vras, ar buanañ ar gwellañ. Ne oa ket bet eus ur seurt sistem en Europa abaoe amzer ar Romaned. Dre ma oa krog an istor e kêr Kocs eo deuet ar ger coach e saozneg pe coche e galleg (‘’karr-boutin’’) da vezañ ur ger boutin e genoù an dud.

Franz von Taxis - Timbr Aljeria

An unwerzhouriezh war ar postoù a voe kollet gant an tiegezh Thurn ha Taksi pa voe krouet gant Napoleone Buonaparte Kengevread ar Roen e 1806. Derc’hel a reas da vont en-dro koulskoude, met rediet e voe da werzhañ he gwirioù pa voe krouet Kengevread Hanternoz Alamagn gant Prusia e 1867.