Tianjin

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Tianjin
direct-administered municipality, port settlement, national central city, kêr vras, kêr, megacity, Economic and Technological Development Zones
Rann eusNorth China Kemmañ
Anv ofisiel天津市 Kemmañ
Anv er yezh a orin天津 Kemmañ
StadRepublik Pobl Sina Kemmañ
Kêr-bennHexi District, Tianjin Kemmañ
E tiriadRepublik Pobl Sina Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+08:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°8′48″N 117°12′20″E Kemmañ
Poent uhelañJiushan Peak Kemmañ
Party chief representativeLi Hongzhong, Chen Min'er Kemmañ
Penn an aotrouniezhHuang Xingguo, Liao Guoxun, Zhang Gong Kemmañ
Korf melestradurelPeople's Government of Tianjin Municipality Kemmañ
Korf lezenniñTianjin Municipal People's Congress Kemmañ
Ezel eusWorld Tourism Cities Federation Kemmañ
A zo stok ouzhBeijing, Hebei, Langfang, Tangshan, Cangzhou Kemmañ
Erlec'hiañ a raTientsin Kemmañ
Kod-post300000–301900 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.tj.gov.cn Kemmañ
Hashtag天津, Tianjin Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Tianjin Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Tianjin Kemmañ
Kod pellgomz an takad22 Kemmañ
Kod plakenn varilh津A, B, C, D, F, G, H, J, K, L, M, N, Q, R Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Tianjin Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Tianjin Kemmañ
Map

Ur gêr e Sina an hanternoz eo Tianjin (Sinaeg: 天津; Pinyin: Tiānjīn; Pinyin: Tientsin en he stumm romanizaet) hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur rannvro er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Beijing eo, e-kreiz rannvro Hebei. Ouzhpenn pemzek milion a dud a oa e 2015. An pevarvet kêr Sina dre he ment eo goude Shanghai, Beijing ha Guangzhou.

War ribl ar stêr Hai emañ hag he forzh a zo war vord pleg-mor Bohai er Mor Melen. Emañ 111 km e gevred Beijing.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tianjin

Al lec'h m'emañ Tianjin hiziv a voe krouet gant goueledennoù ar stêrioù a en em daole e pleg-mor Bohai, ar Stêr Velen en-o-touez.

Kleuziadeg Kanol Bras Sina gant ar Suied a lakkas Tianjin d'ur greizenn-genwerzh vras. Betek 1404 e oa anvet "Zhigu" (直沽), pe "Porzh Reizh". Er bloaz-se e adanvas an impalaer Yongle anezhi "Tianjin", ar pezh a dalvez "Roudouz an Neñv" peogwir e oa aet an impalaer a-dreuz ur roudouz en-he-c'hichen p'edo o vrezeliñ ouzh e niz. Ur c'hreñlec'h a savas, Tianjin Wei e anv (h: 天津衛 / e: 天津卫).

D'un prefeti e voe lusket Tianjin e 1725.

E 1856 e abourzhe soudarded sinat an Arrow, ul lestr perc'hennet gant ur sinat met o tougen ar banniel saoz. War vezañ ur morlaer ha war ober floderezh opiom e tiskredent e gabiten. 12 a dud a vac'hjont. E distro-gwall e kasas ar saozon hag ar c'halloued bigi-kanoliañ bleniet gant an amiral Michael Seymour da gemer kreñvlec'hioù an Taku e mae 1858. E fin an darn gentañ an eil brezel an opium e tigoras ar feur-skrid Tianjin Tianjin d'ar c'henwerzh etrevroadel. Peurwiriekaet e voent gant impalaer Sina e 1860.

Etre 1895 ha 1900 e savas bro-Saoz, Frañs, Japan, Alamagn, Rusia, Aostria ha Belgia lec'hioù er vered e-barzh Tianjin. An dalc'h estrañjour a voe abeg un nebeud trubuilhoù evel Tabut Iliz Tianjin(天津教案)er viz Even 1870. Iliz Wanghailou (H: 望海樓教堂 / E: 望海楼教堂) a voe tamallet da vezañ bet kaoz eus skrapadeg ha marv bugale sinat. D'ar 21 miz Even e aozas mistri-kêr Tianjin ur vanifestadeg a droas d'un taol-dispac'h. Un emgann a voe etre izili an iliz hag ar vanifestourien. An iliz ha ti ar c'hoñsul gall a voe peurdevet. Klemm a ra ar gouarnamant gall ouzh ar Qinged hag d'hemañ e voe ret paeañ un digoll.

Er viz Even 1870 e teuas a-benn ar voxerien da gontrolliñ un darn vras eus ar gêr. D'ar 26 miz Even e harpjont luioù ar broioù europeat o vont war-du Beijing e-kichen Langfang hag o rediañ da vont en dro da Dianjin a rejont. Sezizet e voent al lec'hioù er vered e-pad meur a viz.

D'ur geoded e voe lakaet Tianjin e 1927.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War aod kôrnog pleg-mor Bohai emañ Tianjin.

Pevar amzer en deus ar gêr. Ar goañvoù a vez yen, avelek ha sec'h kenañ, delanvadet gant antisiklonenn Siberia, pa vez gleb ha tomm an hañvoù abalamour d'ar monson. An neveramzerioù a vez sec'h hag avelek, a-wechoù gant korventennoù-traezh o tont eus dezerzh Gobi.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.