Sistem nervennel

Eus Wikipedia
Melpenn un den, gwelet dre S. D. G.

Ur rouedad eo ar reizhiad nervel. Organ ar skiantoù, an nervennoù, ar melpenn, mel al livenn-gein a ya d'he sevel. Kenurzhiañ a ra ar c'hurzhiadurioù kigenn, mont-en-dro an organoù, kas ar c'helaouadennoù santout hag oberer betek ar fraouvaoù skiantennel, urzhiañ ar santadurioù hag aotren ar preder.

Er mellkeineged e vez diforc'hiet ar reizhiad nervel greiz (RNK) : ar melpenn ha mel al livenn-gein) diouzh ar reizhiad nervel ziavaez (RND) : an nervennoù.

Diwar neuron eo savet ar reizhiad nervel greiz ha tachennoù kenstok anvet sinapsoù a savont kenetrezo. Miliadoù a sinapsoù a genlabour a-benn ober war-dro pep kentrigenn nemetken.

  1. Empenn
  2. Ilpenn
  3. Funig ar mel
  4. Plezhad ar vrec'h
  5. Nervenn gahergroc'henel
  6. Nervenn a-werzhid
  7. Nervenn greiz
  8. Nervenn c'hougreuzel
  9. Nervenn c'henel-vorzhedel
  10. Nervenn a-stevier
  11. Nervenn a-helmo
  12. Nervenn a-spilhenn voutin
  13. Nervenn a-spilhenn don
  14. Nervenn a-spilhenn c'horreel
  15. Nervennoù a-livenn
  16. Nervenn edan-gostoù
  17. Plezhad an dargreiz
  18. Plezhad ar groazell
  19. Nervenn ar vorzhed
  20. Nervenn sperius
  21. Nervenn a-goazez
  22. Skourr kaherel nervenn ar vorzhed
  23. Nervenn spis
  24. Nervenn a-skin
Reizhiad nervel mab-den
RNK e ruz ha roz, RND e glas

Lodennoù ha geriaoueg diazez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lodenn ar reizhiad nervel graet diwar an empenn, an hirvel, an ilpenn (an tri diwezhañ-mañ o sevel ar melpenn) ha mel al livenn-gein. Degemer, kevanaat ha kas ar c'helaouadennoù nervel eo he c'hefridioù. Gwarezet eo gant ar c'hlopenn ha gant melloù al livenn-gein.
Lodenn gorre ar melpenn, a ra war-dro ar santadurioù hag ar fiñvadurioù meiz. Organ pennañ ar preder, diorroet-tre e rummadoù loened a zo.
Lodenn ar melpenn hag a ra al liamm etre al lodenn gwarezet gant ar c'hlopenn hag al lodenn gwarezet gant melloù al livenn-gein.
Lodenn ar melpenn gant kefridi er c'hempouez, er c'henurzhiañ ar fiñvadurioù, er memor-jestroù hag all.
Gwarezet gant melloù al livenn-gein eo. Kas a ra ar c'helaouadennoù santout o tont eus diavaez ar c'horf hag ar c'helaouadennoù oberer o tont eus ar melpenn. Ur roll kevanat a c'hoari ivez en damougoù.
Nervennoù santout hag oberer a ya d'ober anezhañ. Emskiant e vez an den eus he mont-en-dro.
Nervennoù santout hag oberer a ya d'ober anezhañ. Ne vez ket an den emskiant eus he mont-en-dro.
Bodad gwiennoù nervel o tont eus mel al livenn-gein peurvuiañ ha o vont betek ur gentrigenn en un organ.

Reizhiadoù nervel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzh ar reizhiad nervel eo lakaat ar c'horf da glotaat prim gant an endro e pep koulz. Div reizhiad zo termenet enni ; un dispartiñ kalvezadel eo, ne laka ket war-wel ar c'henlabour etrezo met aesaat a ra ar preder.

Reizhiad nervel darempredel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar reizhiad nervel darempredel a implijer pa vezer emskiant hag oberer eus e vont-en-dro. Hollad an ersavioù a reomp e-keñver kemmoù en endro evezhiet ganeomp dre ar pemp skiant eo : kurzhañ (stegnañ) kigennoù ar fiñvoù da skouer.

Reizhiad nervstruzhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar reizhiad nervstruzhel, pe reizhiad nervel emren, a genurzh kefridioù emren hag emgefreek ar bevedeg.
Div isreizhiad zo enni : an isreizhiad parasimpatek hag an hini simpatek, a gas d'ur respont kontrol an eil d'eben peurvuiañ.
Ne vezer ket emskiant eus o labour, nag eus o atizadur. Degemer santadurioù diabarzh a reont dre nervennoù-santout ha kas urzhioù a reont dre nervennoù-oberer.
Lakaat ar bevedeg da glotañ gant an ezhommoù en ur c'houlz eo o c'hefridi e-keñver ar gwenterezh, gwask ar gwad, gwrez ar c'horf, koazhadur ar boued hag all. Ur perzh reoliata o deus ivez ouzh ar galon dre fonnusaat pe c'horrekaat he zalm.