Savage Model 110

Eus Wikipedia
Savage Model 110
Skeudenn ar pennad Savage Model 110

Savage Model 110 BA
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Karabinenn-vorailh
Munisionoù .30-06 Springfield ha .270 Winchester (da gentañ), kalz kalibroù all hiziv an deiz
Produer Savage Arms
Bloavezh krouidigezh 1956
Mare produiñ Abaoe 1958
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù)
Mas (hep kartouchenn) War-dro 3,100 kg
Hirder ar c'hanol Etre 508 ha 660 mm
Perzhioù all
Endalc'h Kargerioù-fiñv etre 2 ha 4 c'hartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Savage Model 110 zo ur rummad karabinennoù-morailh kambret evit kartouchennoù skoet en o c'hreiz produet abaoe 1957 gant an embregerezh stadunanat Savage Arms. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz evit meur a seurt tennerien : chaseerien, nerzhioù-surentez pe tennerien sport. Unan eus karabinennoù amerikan eil hanterenn an XXvet kantved brudetañ eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kreiz ar bloavezhioù 1950 e c'houlennas an embregerezh Savage d'e ijinour Nicholas L. Brewer, bet o labourat evit Stevens a-raok an Eil Brezel-bed, sevel ur garabinenn-vorailh nevez gouest da zegemer kartouchennoù skoet en o c'hreiz galloudus.[1] Mervel a reas an ijinour e miz Kerzu 1956[2] prestik goude bezañ echuet tresañ teknikel ur garabinenn nevez a voe anvet Model 98 peogwir e oa da vezañ gwerzhet evit 97,95 $. Diwezhatoc'h e voe komprenet e vije diaes gwerzhañ an arm d'ar priz-se, hag adanvet e voe Model 110 ha gwerzhet e voe da gentañ da 109,95 $. Kambret e oa da gentañ e .30-06 Springfield hag e .270 Winchester. Ar skouerennoù kentañ a voe produet e 1957 ha gwerzhet adalek 1958.[1]

Degemeret e voe mat an arm e metoù an dennerien amerikan. E 1966 e voe degaset kemmoù d'ar c'harger ha lakaet an draen da vezañ reoliek. Anvet e voe an adstumm Model 110C. Soñjet e voe ivez an adstumm-mañ evit izelaat koustoù ar produiñ oc'h implijout teknikoù simploc'h. E 1998 e oa 18 adstumm eus ar Model 110 e gwerzh[3]. E 2024 e kinnige an embregerezh Savage 45 adstumm eus ar Model 110, dezhe kalibroù, danvezioù pe kanolioù disheñvel.[4]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (en) GREENLEAF Bob, The Savage Model 110 Rifle e Precision Shooting Magazine Vol. 45 n°3, miz Gouere 1997, adembannet war SavageShooters.com e 2004 (lennet d'an 09/05/2024)
  2. (en) Nichols L. Brewer obituaries e Tampa Bay Times, St Petersburg, Florida, 23/12/1956, p. 15
  3. (en) GREENLEAF Bob, The Savage Model 110 Rifle, The rest of the story, e Precision Shooting Magazine Vol. 45 n°9, miz C'hwevrer 1998, adembannet war SavageShooters.com e 2004 (lennet d'an 09/05/2024)
  4. (en) Pajenn ar Model 110 war lec'hienn Savage Arms (lennet d'an 09/05/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan