Saintonge

Eus Wikipedia
Sede pelec'h emañ Saintonge e Bro-C'hall.

Saintonge (distaget [sɛ̃tɔ̃ʒ] e galleg, Séntunjhe e santonjeg, pe Sentoñj a-wezhioù e brezhoneg) zo ur broviñs kozh eus kornôg Bro-C'hall. Etre tri departamant e voe rannet e 1791 : ar Charente Izelañ, dezhañ an darn vuiañ, ar Charente ha an Deux-Sèvres.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre proviñsoù Aunis er gwalarn, hag Angoumois er gevred, emañ. En hanternoz dezhi emañ Poatev, hag er c'hreisteiz emañ Gwienna.

Aet eo d'ober ul lodenn eus departamant Charente-Maritime, er rannvro Akitania-Nevez (goude bezañ bet ul lodenn eus ar rannvro Poitou-Charentes enteuzet en un tiriad kalz brasoc'h).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro-C'hall er XVvet kantved.

Padout a reas betek krouidigezh an departamantoù gall e 1790. Saintes e oa ar gêr-benn.

Skoed-ardamez ar Saintonge.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar santonjeg zo bet anavezet evel yezh rannvroel c'hall.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]