Roentgeniom

Eus Wikipedia
Roentgeniom
DarmstadtiomRoentgeniomKopernikiom

Au
Rg
Taolenn beriodek, Roentgeniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 111
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 11
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [281]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 6d10 7s1
Diouganet hervez hini an aour.</ref>
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 1
Perzhioù atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 955 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek 114 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 121 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20 °C) 24,4 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Un elfenn gimiek eo ar roentgeniom ; Rg eo e arouez kimiek, 111 e niver atomek ha 273,154 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo ar roentgeniom.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roentgenium, GSI

D'an 8 a viz Kerzu 1994 e voe kevanaozet an elfenn 111 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[1]) e Darmstadt (Alamagn), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg. Dre vombezenniñ bismut-209 gant nikel-64 e kenderc'hjont un atom hepken eus izotop 272 an elfenn ; e 2002 e teujont a-benn da gaout 3 atom all.
Er bloavezh 2003 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 111[2].
An anv roentgenium a voe kinniget gant ar GSI evit an elfenn nevez, en enor d'ar fizikour alaman Wilhelm Conrad Röntgen, a zizoloas ar skinoù X e 1895 ; e 2004 e voe degemeret an anv gant an IUPAC[3].

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112Cn e c'haller kendastum ez eus metaloù ardreuzat eus an elfennoù 104 (rutherfordiom) betek 112 ; unan e vije ar roentgeniom ivez neuze.
Gortozet eo perzhioù 111Rg evel par da re elfennoù all ar strollad 11 (29Cu, 47Ag hag 79Au), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl[4] e vije ar roentgeniom war a hañval.

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus izotop stabil ebet eus Rg, en natur pe gevanaozet. Daouzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho.

Izotopoù an darmstadtiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez
272Rg kevanaozet 3,8 ms
273Rg kevanaozet 5 ms
274Rg kevanaozet 6,4 ms
275Rg kevanaozet 10 ms
276Rg kevanaozet 100 ms
277Rg kevanaozet 1 s
278Rg kevanaozet 4,2 ms
279Rg kevanaozet 0,17 s
280Rg kevanaozet 3,6 s
281Rg kevanaozet 26 s
282Rg kevanaozet 0,5 s
283Rg kevanaozet 10 mn

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn GSI (de) (en) Liamm oberiant 16 KZU 12
  2. IUPAC (en) Liamm oberiant 22 KZU 12
  3. IUPAC (en) Liammoù oberiant 22 KZU 12
  4. Ar metaloù nobl : 44Ru, 45Rh, 46Pd, 47Ag, 76Os, 77Ir, 78Pt hag 79Au

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok