Republik Demokratel ha Poblel Yemen
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9a/South_Yemen_in_its_region.svg/300px-South_Yemen_in_its_region.svg.png)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/db/Flag_of_South_Yemen.svg/200px-Flag_of_South_Yemen.svg.png)
Republik Demokratel ha Poblel Yemen (arabeg: جمهورية اليَمَنْ الديمُقراطية الشَعْبِيّة Jumhūrīyat Al-Yaman Al-Dīmuqrāṭīyah Al-Sha'bīyah), a veze graet Yemen ar Su anezhi alies, a oa ur vro sokialour ha marksour hag a zegouezh gant proviñsoù su ha reter Yemen a-vremañ. Savet e oa bet e 1967 gant an anv a Republik Pobl Suyemen da gentañ a-raok kemer hec'h anv da vat e 1970, ha padout he deus graet betek 1990 ma'c'h unanas gant Republik Arab Yemen, a veze graet "Yemen an Norzh" anezhi, evit dont da vezañ Republik Yemen. Aden e oa ar gêr-benn.