Patrom:Degemer/Keleier
Un tamm sell war red an darvoudoù
Doare ar 15 Mae 2024 ha Keleier ar vro.
- 12 a viz Mae : e dilennadeg kannaded Parlamant Katalonia ez a ar maout gant skourr katalan ar PSOE, tra ma'z erru Junts per Catalunya da eil hag Esquerra Republicana de Catalunya da drede.
- 10 a viz Mae : e bodadeg veur ar Broadoù Unanet, 143 stad, a-douez ar 193 ezel a zo en Aozadur, a vot a-du gant degemer stad Palestina da ezel leun en o zouez, pa vot 9 stad a-enep ha 25 a chom hep votiñ.
- 29 a viz Ebrel : gant dour-beuz e stad Rio Grande do Sul, e Brazil, ez eus lazhet ouzhpenn 140 den.
- 19 a viz Ebrel : deroù ar votadeg evit dilenn kannaded al Lok Sabha, ar gambr izelañ e parlamant India. Padout a raio beetek miz Mezheven.
- 16 a viz Ebrel : gant un tan-gwall eo distrujet Børsen (ti ar Yalc'h) e Kopenhagen.
- 13 a viz Ebrel : bannet e eus misiloù ha dronoù gant arme Iran war Israel da respont ouzh tagadenn koñsuldi Iran e Damask gant Tsahal daouzek devezh abretoc'h.
- 9 a viz Ebrel : dont a ra Simon Harris (skeudenn) da vezañ Taoiseach (kentañ ministr) Iwerzhon e-lec'h Leo Varadkar.
- 6 a viz Ebrel : e Slovakia eo dilennet Peter Pellegrini da brezidant ar republik.
- 3 a viz Ebrel : kren-douar e Taiwan.
- 31 a viz Meurzh : dont a ra Bulgaria ha Roumania tre e Tachennad Schengen.
- 24 a viz Meurzh : e Senegal eo dilennet Bassirou Diomaye Faye da brezidant ar republik.