Over the Edge (film)

Eus Wikipedia
Over the Edge (film)
Sinema
TitlOver the Edge Kemmañ
Tachennteen film, film dramael, crime film Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwellsaozneg Kemmañ
Deiziad embann1979, 27 Mez 1980 Kemmañ
SevenerJonathan Kaplan Kemmañ
SenarioourCharles S. Haas Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñAndrew Davis Kemmañ
SonaozerSol Kaplan Kemmañ
ProduerGeorge Litto Kemmañ
AmlederOrion Pictures Corporation, Netflix Kemmañ
Lec'h an istorColorado Kemmañ
Lec'h filmañColorado Kemmañ
Livliv Kemmañ
Review score83%, 7.3/10 Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Australian ClassificationR 18+ Kemmañ

Over the Edge zo ur film dramael ha torfederezh stadunanat embannet e 1979 ha sevenet gant Jonathan Kaplan. Ar film a zo diazezet war darvoudoù gwirion, ne oa ket bet embannet war kalz skrammoù sinema pa oa bet diskouezet da gentañ. Abaoe eo deut da vezañ ur film brudet mat. Penn kentañ Matt Dillon evel aktour eo.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An istor a grog e Colorado, Stadoù-Unanet Amerika en ur gêr raksoñjet en New Granada, Carl, Richie, ha Claude a chom da straniñ en "The Rec", ul lec'h da gejañ evit ar grennarded met renet gant tud gour. Un abardaez, pa vez prenet ar Rec, Carl ha Richie a zo hegaset da vezañ goulennataet gant ar serjant polis Doberman, a soñj dezhañ int kablus eus da vezañ tennet war otoioù a oa war an hent-tizh.

Goustadik e ya war fallaat an traoù evit ar strollad krennarded.

Produiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orion Pictures en doa sikouret arc'hantañ ar film; ar produer George Litto en doa amprestet 1 milion $ ouzhpenn-se. Ar filmaozer Jonathan Kaplan, 30 bloaz d'an ampoent a oa bet choazet, ha gantañ e oa bet degaset ar sell diell-film gant aktourien dianav. E-touez ar re-se Matt Dillon, 14 bloaz, a oa bet kavet gant ar filmaozerien en ur skolaj e Westchester County, New York. Ar c'hentañ roll e oa bet evit an aktour Dillon. Padet e oa 20 devezh ar filmañ e 1978 e kêrioù Colorado Aurora ha Greeley.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]