Nawaz Sharif

Eus Wikipedia
Nawaz Sharif
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPakistan, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denمیاں نواز شریف Kemmañ
Anv-bihanNawaz Kemmañ
Anv-familhSharif Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Kzu 1949 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLahore Kemmañ
TadMuhammad Sharif Kemmañ
Breur pe c'hoarShehbaz Sharif, Abbas Sharif Kemmañ
PriedKulsoom Nawaz Kemmañ
BugelMaryam Nawaz, Hussain Nawaz, Hassan Nawaz, Asma Nawaz Sharif Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetpandjabeg Kemmañ
Kondaonet evitgoubrenerezh Kemmañ
MicherKentañ Ministr Pakistan, cricketer, embreger, alvokad Kemmañ
Bet war ar studi eGovernment College University, Punjab University Law College Kemmañ
Lec'h annezLondrez, Lahore, Islamabad, Jeddah Kemmañ
Affiliation stringPrime Minister's Secretariat Kemmañ
Strollad politikelPakistan Muslim League, Pakistan Muslim League (N) Kemmañ
RelijionIslam sunnit, Islam Kemmañ
SportKriked Kemmañ
Perzhiad e2017 SCO Summit, World Economic Forum Annual Meeting 2014, World Economic Forum Annual Meeting 2015, World Economic Forum Annual Meeting 2016, World Economic Forum Annual Meeting 2017 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezPanama Papers Kemmañ
Prizioù resevetPriz Ig Nobel, Knight Grand Cross of the Order of St Michael and St George, Grand Collar of the Order of Good Hope, Order of the Republic Kemmañ
Nawaz Sharif e Meurzh 2014.

Mian Muhammad Nawaz Sharif (ourdou: میاں محمد نواز شریف), ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1949 zo ur politikour ha den an aferioù eus Pakistan. Ezel eo eus ar strollad Kevre Muzulman Pakistan (N). Bet eo bet kentañ ministr Pakistan etre 2013 hag an 28 a viz Gouere 2017, pa voe digadoriet gant lez-varn uhelañ ar vro.

Div wech a-raok e oa bet kentañ ministr er bloavezhioù 1990 (1990-93 ha 1997-99). Bez' e voe ivez penn ministr ar Panjab etre 1985 ha 1990. Bez' ez eo ar c'hentañ ministr a chomas ar pellañ en e garg en istor Pakistan.

Hillary Rodham Clinton gant Nawaz Sharif e 2009.

Afer ar Panama Papers[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech diskuliet restroù ar Panama Papers e voe anat d'an holl e oa familh Nawaz Sharif e penn un impalaeriezh arc'hantel gant milionoù a zollarioù en Europa ha Breizh-Veur dreist-holl. N'eo ket e anv nag hini e vreur yaouankoc'h Shebaz Sharif a oa kentañ ministr Panjab a oa bet liammet ouzh an afer end-eeun met ul lodenn eus ar familh, dreist-holl e vugale. D'an 28 a viz Gouhere 2017 e voe digadoriet gant lez-varn uhelañ Pakistan, evel kentañ ministr, ha difennet e voe outañ ivez derc'hel kargoù foran. Lakaet e oa da gablus gant e familh da vezañ "dizonest, ha kablus eus breinadurezh".