Mathieu Kérékou

Eus Wikipedia
Mathieu Kérékou
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBenin Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMathieu Kérékou Kemmañ
Anv-bihanMathieu Kemmañ
Anv-familhKérékou Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Gwe 1933 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKouarfa Kemmañ
Deiziad ar marv14 Her 2015 Kemmañ
Lec'h ar marvCotonou Kemmañ
PriedMarguerite Kérékou, Béatrice Lakoussan Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, milour, statesperson Kemmañ
KargPresident of Dahomey, Prezidant, President of the Republic of Benin, President of the Republic of Benin Kemmañ
Strollad politikelPeople's Revolutionary Party of Benin Kemmañ
Relijionevangelism Kemmañ
Grad miloureljeneral brigadenn, soudard Kemmañ
Prizioù resevetOrder of Merit of Benin Kemmañ

(Ahmed) Mathieu Kérékou (ganet d’an 2 a viz Gwengolo 1933 e Kouarfa, nepell diouzh Natitingou e departament Atakora, ha marvet d'ar 14 a viz Here 2015 e Cotonou) zo bet Prezidant Benin (bet Dahomey) etre ar 26 a viz Here 1972 hag ar 4 a viz Ebrel 1991.

E 1974 e lakaas degemer ar varksouriezh-leninouriezh da ideologiezh ar gouarnamant ha krouet e voe gantañ Strollad dispac'h poblek Benin, evel ar strollad politikel nemetañ er vro. E 1975 e voe kemmet anv ar vro, a oa Republik Dahomey, evit dont da vezañ "Republik Pobl Benin". Goude ar manifestadegoù pobl liammet ouzh diskar moger Berlin avat ez asantas Mathieu Kérékou e vefe aozet ur c’hendiviz broadel evit sevel ur vonreizh evit ar vro. Da vare dilennadegoù ar prezidant e 1991 e voe trec’het gant Nicéphore Soglo.

Goude-se ez eas ar galloud gantañ en-dro da-heul dilennadegoù demokratel ar 4 a viz Ebrel 1996 hag adarre e miz Meurzh 2001. E 2006, e dibenn e zileuriadur, ne c’hallas ket en em lakaat war ar renk ken, abalamour m'eo merket e bonreizh ar stad ne c'hall ket tud en tu-hont da 70 vloaz mont war ar renk. En enep da voazioù pennoù ar stadoù afrikan all ne voe ket kemmet ar vonreizh gant Mathieu Kérékou evit ma c'hallje bezañ dilennet en-dro da brezidant.