Marc'harid Fulup

Eus Wikipedia
Marc'harid Fulup
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanMarguerite Kemmañ
Anv-familhPhilippe Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Eos 1837 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlûned Kemmañ
Deiziad ar marv14 Gen 1909 Kemmañ
Lec'h ar marvPlûned Kemmañ
Lec'h douaridigezhPlûned Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
MicherKlasker-bara, marvailher, kaner, collector of fairy tales, Q113952319 Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ

Marc'harid Fulup (Marguerite Philippe ; Plûned, 12 a viz Eost 1837idem, 11 a viz Genver 1909, lesanvet Godig ar Voñsez en abeg ma oa bet lonket un dorn dezhi gant ur pemoc'h pa oa plac'hig, a oa ur ganerez hag ur gonterez bet ganet e Koadnizan e Plûned. Merc’h e oa da Erwan ar Fulup, kemener, ha da Ivona ’r Mailhod. Dimeziñ a reas d’ar 6 a viz Du 1875 gant Reun Salaun, devezhour.

Ur baourez, ur glaskerez-vara e oa Marc'harid, hag ur birc’hirindourez dre dredeog ; redek bro a rae da gas he feurioù da benn : da Santez-Anna-Wened alies, ha Tro Breizh a rae pa veze gopret evit ober[1].

Biskoazh ne oa bet skoliataet, met un eñvor dibar he devoa : etre 300 ha 400 kanaouenn a gane ; kontadennoù a-leizh a ouie ivez.

Kanañ a ha kontañ a reas da Fañch an Uhel, da gentañ, eus 1867 (pa oa-hi 30 vloaz) da 1889 (52 vloaz) ha goude-se da Anatol ar Braz adalek 1892 (55 bloaz). Evel-se e voe saveteet, dastumet ha studiet kalz eus hengoun Breizh. Un toullad all eus he c’hanaouennoù a voe enrollet gant Frañsez Vallée war sonskriverez-dre-rolloù.

Er bloaz 1900 e reas Marc’harid Fulup anaoudegezh gant an itron Ange McKay Mosher (1835-1918), un Amerikanez hag a oa ezel eus Goursez Breizh hag eus an Union Régionaliste Bretonne ; ganti e voe ambrouget ar ganerez d’an holl gendalc’hioù ha gouelioù d'he lakaat da ganañ, o furchal dre hec’h envor vurzhudus.

Nav bloaz diwezhatoc'h e varvas Marc'harid, oadet a 71 vloaz, moarvat hep endevout roet dimp an holl werzioù ha sonioù a ouie. N’he deus bet roet netra da embann, hogen un harp pouezus eo bet d'hol lennegezh-pobl.

Oberennoù roet ganti da Fañch an Uhel da glevout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez Marc'harid Fulup
♦ E Gwerziou Breiz Izel (1868)
  • Alliet Ar Rolland
  • Ann Diou C’hoar
  • Ann Itron a Gergadio
  • Ar C’homblad Iaouank
  • Ar C’homt Gwillou
  • Ar Plac’hig a Lorc’h
  • Ar Prinsaüs
  • Ar Serrasined
  • Ar Vates Fall
  • Ar vroeg he daou bried
  • Ervoan Gwillou
  • Fantig Montfort
  • Fiek Javre
  • Fransoisig ha Pierig
  • Iann ann Arc’hantek
  • Isabell Ar C’ham
  • Izabell ar Iann
  • Jannedig Ann Titro
  • Jannedig Toulous
  • Kabitenn Rozanfaou
  • Kloarek Lambaul
  • Mari Derrienig
  • Morisetta Tefetaou
  • Perinaïg ar Mignon
  • Prinses ar Gwillou
  • Robart ann Diaoul
♦ E Contes bretons (1870)
  • Daou vab ar pesketaer
  • Jezuz-Krist en Breiz-Izel
♦ E Sonioù Breizh-Izel (1890)
  • An hini varwas gant ar c’hoant dimi
  • Ann neerezed
  • Ar bleiz ha marc’h ar miliner
  • Cloarec Rozmar (eilvet gwez)
  • Dispennan ar voualc’h
  • Distro eur zoudard
  • Eneb ann derewez
  • Eur Pater
  • Eur zon cloarec
  • Hunve ar Werc’hès
  • Margodic La Boissier
  • Margodic
  • Penherès Pennanec’h (gwez kenta)
  • Penherès Salio
  • Potr he vleo melon
  • René Lambal
♦ E Kontadennoù ar Bobl
  • Ar priñs Naer hag ar priñs Treger (1868)
  • Gwennveur ha C'hwevrer (1868)
  • Peronig (1868)
  • Priñsez an Tronkolenn (1868)
  • Ar bleiz gris (1869)
  • Ar c'hazh hag an div sorserez (1869)
  • Ar priñs glas (1869)
  • Ar briñsez hag he matezh (1886)
  • Hent ar baradoz (1887)
  • Marc'had gant an diaoul (Mao Kergareg) (1887)
  • Matelin, pe an divinadenn (1887)
  • Person Lanvezeeg (1887)
  • Un istor (1887)
  • An daou gabusin (Ar blanedenn) (1888)
  • An ene en poan (1889)
  • An dañvad bihan gwenn[2]
  • Daou vab ar pesketaer[3]

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Sébillot, Paul-Yves. La Bretagne des traditions. Paris : Maisonneuve et Larose, 2006 (ISBN 978-2-908670-46-2)
  2. Kontet ivez gant Anna Levrenn eus parrez Prad ; bloaz ebet.
  3. Bloaz ebet.