L'Encyclopédie Anarchique du Monde de Troy

Eus Wikipedia

Dibar eo an heuliad bannoù-treset Troy (Lanfeust de Troy, Les Conquérants de Troy, Gnomes de Troy, Trolls de Troy) gant an hollved klok a vez krouet tamm-ha-tamm. Evit displegañ an hollved-mañ hag, ispisial, ar gevredigezh war ar blanedenn Troy, eo deuet Encyclopédie Anarchique du Monde de Troy er-maez.

An holloueziadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un daspunad titouroù war bed Troy hag e gevredigezh eo an holloueziadur. Kinniget dindan stumm bannoù-treset e vez kavet testennoù, skeudennaouet ha marvailhoù d’o heul a-wezhioù. Piv eo daneveller an holloueziadur? Hébus e-unan, troll ha kamarad Lanfeust. Dont a reer da lies temoù neuze, evel keoded Eckmül hag e gartieroù, keoded an doueed en Darshan, an hudouriezh pe c’hoazh an drolled hag o sevenadurezh.

Gwelet iwez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]