Kalibr 20

Eus Wikipedia
Kalibr 20
Skeudenn ar pennad Kalibr 20

Pevar c'halibr kartouchennoù chase, a gleiz da zehou : .410 - Kalibr 28 - Kalibr 20 - Kalibr 12
Doare
Kalibr 20 / 15,6 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadelloù Etre 1 hag 8,5 mm
Ø stagell an douilhez 17,4 mm
Ø korf an douilhez 17,7 mm
Ø ar bourled 19,5 mm
tevder ar bourled 1,23 mm
Hirder ar gartouchenn 63,50 mm / 70 mm / 76,20 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar bannadelloù 18 - 36 g
Tizh o vont e-maez V0 370 - 550 m/s
Energiezh ar vannadell 1.660 - 2.370 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar c'halibr 20 zo ur c'halibr kartouchennoù implijet kalz er fuzuilhoù-chase.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Europa eo boas 65, 70 pe 76 mm hirder douilhezioù ar c'hartouchennoù, evel evit ar c'halibr 12. Drajez, drajez bihan pe ur boled a c'haller lakaat e-barzh. Peurliesañ e vez karget ar c'halibr 20 gant :

  • 24 gram drajez evit an douilhezioù 65 mm
  • 26 gram drajez evit an douilhezioù 67 mm
  • 28 pe 30 gram drajez evit an douilhezioù 70 mm
  • 34 pe 36 gram drajez evit an douilhezioù 76 mm

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nebeutoc'h a argil a vez krouet gant ar c'halibr 20 evit gant ar c'halibroù 16 pe 12. Gwelloc'h eo neuze evit an dud bihanoc'h pe wanoc'h. Mat eo ivez ar c'halibr 20 evit chaseal loened bihan abalamour ne zistruj ket kement o c'hig bresk.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan