Elisabeth Dmitrieff

Eus Wikipedia
Elisabeth Dmitrieff
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh Rusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denЕлизавета Лукинична Томановская Kemmañ
Anv-bihanElisabeth, Yelizaveta Kemmañ
Anv-familhDmitriyeva, Kushelev Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Du 1851 Kemmañ
Lec'h ganedigezhToropetsky District Kemmañ
Deiziad ar marv1910s, 1919 Kemmañ
Lec'h ar marvMoskov Kemmañ
TadLuka Kushelev Kemmañ
MammNataliya-Karolina Kusheleva Kemmañ
Breur pe c'hoarVladimir Kushelev Kemmañ
PriedQ105994751, Ivan Davidovski Kemmañ
FamilhHouse of Kushelev Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michercommunard, women's rights activist Kemmañ
Lec'h annezPariz Kemmañ
Ezel eusInternational Workingmen's Association, Union des femmes pour la défense de Paris et les soins aux blessés Kemmañ
Follower ofKarl Marx, Nikolay Chernyshevsky Kemmañ
Elisabeth Dmitrieff

Elisabeth Dmitrieff (1851-1910) a oa unan eus emsaverezed ar Gumun. Genel a reas e rannvro Pskov e Bro-Rusia e 1851. Laeradenn un ofiser galloudus, resevout a reas un deskadurezh a-feson e Sant-Petersbourg e-lec’h ma kejas gant sokialourien. Dimeziñ a reas gant ar c’horonel Tomanovski evit gellout mont d’an estrenvro. Mont a reas da Vro-Suis e-lec’h ma krouas kevrenn rusian an Etrebroadel. Kejañ a reas gant Marx e Londrez ha dont da vezañ tost dezhañ. Kaset e voe war e urzh da Bariz e miz Meurzh 1871 evel kannadez Kuzul-meur an Etrebroadel. Oberiant-tre e voe e-pad ar Gumun, o vezañ unan eus pennoù-bras Unvaniezh ar Maouezed evit Difenn Pariz ha sikour an dud gloazet. Stourm a reas evit ingalded ar reizhoù, ingalded ar goproù ha c’hoant he doa krouiñ un Etrebroadel evit ar merc’hed a-benn tizhout ar palioù-se. Stourm a reas e-pad ar Sizhunvezh Gwadek evel n’eus forzh peseurt gwaz. Distreiñ a reas da Rusia o tremen dre Suis. Eno e timezas ur gwaz kondaonet d’an harlu e Siberia. Heuliañ a reas anezhañ. Du-se e teskas e oa bet kondaonet dre zesfailh e Bro-C’hall d’ar 26 a viz Here 1872 d’an harlu. Mervel a reas e-kichen he gwaz e Siberia e 1910.