CNN

Eus Wikipedia
CNN
United States cable news, specialty channel, news website, embregerezh produiñ sinema
Tachenn obererezhioùkazetennerezh Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Mez 1980 Kemmañ
DiazezerTed Turner, Reese Schonfeld Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Perc'hennet gantWarner Bros. Discovery Kemmañ
Aozadur mammWarnerMedia Kemmañ
IsaozadurCNN Films Kemmañ
Perc'henn warCNN.com Kemmañ
Sez sokialCNN Center, New York Kemmañ
Lec'h embannNew York Kemmañ
Yezh implijetsaozneg Kemmañ
OberataerTurner Broadcasting System Kemmañ
Produkeleier Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.cnn.com/ Kemmañ
Istorhistory of CNN Kemmañ
Operating areaKanada Kemmañ
Official shop URLhttps://cnn.mybrightsites.com/ Kemmañ
Roll elfennoùlist of programs broadcast by CNN, list of CNN anchors Kemmañ
Liamm berrhttps://cnn.it/$1 Kemmañ
Logo CNN

CNN (Cable News Network) a vez graet eus ur chadenn skinwel stadunanat perc'hennet gant an Turner Broadcasting System, a zo ur skourr d'ar gompagnunezh Time Warner. Enaouet e voe d'ar 1añ a viz Even 1980 gant ar perc'henner kleweled stadunanat Ted Turner evel ur chadenn-gelaouiñ dibaouez dre neudenn. E miz Ebrel 2016, ur penn da CNN a zisklêrias ez-ofisiel ne oa mui ur chadenn skinwel kleweled ("no longer a TV news network)" met ur savenn lies dibaouez ("a 24-hour global multiplatform network"). Pa voe lañset, CNN a oa ar chadenn skinwel gentañ o reiñ ur sell dibaouez war ar c'heleier ; bez' e oa ivez an hini nemeti e Stadoù-Unanet Amerika.

E miz C'hwevrer 2015, CNN a c'haller gwelet gant 96 289 000 skinwel en tiegezhioù (82.7% eus an tiegezhioù gant ur skinwel da nebeutañ) er Stadoù Unanet.

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ludresadenn gant an treser brazilian Carlo Latuff a-zivout doare kelaouiñ CNN adal un dresadenn-vev : "CNN whitewashing Bahrain dictatorship" ("CNN o wennaat diktatouriezh Bahrein")

Kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2016[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 3 a viz Ebrel 2016, kantadoù a harperien da Bernie Sanders o deus klemmet dirak sez CNN e Los Angeles. Harperien Sanders a oa o vanifestiñ a-enep ar chadenn enep he doare da gelaouiñ diwar-benn kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2016, dreist-holl da geñver an amzer roet da Sanders evit dibunañ e soñjoù. Lesanvet Occupy CNN, al luskad enebiñ a lakae war-raok ar fed ma vije bet mediaoù pennañ SUA o kuzhat kampagn Sanders evit reiñ lec'h da Hillary Clinton ha Donald Trump.