Alan Botrel

Eus Wikipedia

Alan Botrel, ganet d'an 29 a viz Eost 1954 e Ploue, zo kelenner skol-veur e Skol-veur Roazhon 2. Barzh brezhonek ha troour gresianeg-brezhoneg ha brezhoneg-galiseg eo ivez.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studioù en deus graet war ar brederouriezh , ar yezhoù keltiek hag ar yezhoniezh e Pariz ha war ar brezhoneg da-c'houde e Skol-Veur Roazhon 2. Kelenner skol-veur brezhoneg eo. bet anvet e Skol-Veur Roazhon 2. Lakaet en deus da embann meur a varzhoneg vrezhonek e-barzh Al Liamm, Preder hag an darn all eus e levrioù brezhonek e ti-embann Barn ha Skrid (Merk Skrid war al levrioù). En e droidigezhioù en deus pleustret Alan Botrel dreist-holl war an treiñ diwar ar gresianeg, barzhonegoù ha romantoù-polis.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La vie de sainte Nonne, Presses Universitaires du Septentrion, 1997.
  • "A poesia contemporañea en lingua bretona". E-barzh Unión libre : cadernos de vida e cultura, niv. 2, 1997, p. p. 51-58 (galiseg).
  • "Hirderioù disheñvel ar gwerzennoù ha tudennoù e Buhez santez Nonn". E-barzh Klask, niv. 4, Presses universitaires de Rennes, 2003.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Pa sav an teñval". E-barzh Tri Barzh, Preder, niv. 210, 1978
  • Barzhonegoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1983
  • Kaoteriad, e kenlabour gant Mark Kerrain, 1987
  • Orea ha danevelloù all, Skrid, 1999 (Priz Langleiz)
  • Per atzar aquella veu, troet e galiseg diwar Lan Tangi (divyezhek), 2004
  • Govel an dremmwelioù, 2008. Barzhonegoù savet etre 1972 ha 2008.

Troidigezhioù diwar ar gresianeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troidigezhioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kenlabour gant tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Annaig Renault, "Alan Botrel offre les auteurs grecs aux bretonnants", atersadenn. E-barzh Pages de Bretagne niv. 3, Patrom:Date-, p. 11. crl-bretagne.fr.
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Botrel, Alan.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]