7,62 × 54 mm R

Eus Wikipedia
7,62 x 54 mm R
Skeudenn ar pennad 7,62 x 54 mm RKartouchennoù 7,62 x 54 mm R a bep seurt
Perzhioù
Kalibr .308 / 7,8 mm
Bro orin Banniel Impalaeriezh Rusia Impalaeriezh Rusia
Mare implij Abaoe 1891
Doare Bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 7,92 mm
Ø kolier 8,53 mm
Ø stagell an douilhez 11,61 mm
Ø korf an douilhez 12,37 mm
Hirder an douilhez 53,72 mm
Hirder ar gartouchenn 77,16 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Etre 9,7 hag 11,7 g
Tizh o vont e-maez V0 Etre 786 ha 805 m/s
Energiezh ar vannadell Etre 3 593 ha 3 779 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 7,62 × 54 mm R zo ur munision armoù-skoaz hiniennel ijinet ha lakaet e servij en arme rusian e 1891.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e oa bet da gentañ evit ar fuzuilhoù Mosin-Nagant e 1891. Implijet eo bet gant an armeoù rusian pe soviedel en holl vrezelioù dibaoe, en o zouez ar Brezel-bed Kentañ, an Eil Brezel-bed, e Brezel Afghanistan hag e Brezel Ukraina. Abalamour d'he ferzhioù bannouriezh mat ha daoust d'e vourled mod-kozh e vez implijet c'hoazh hiziv-an-deiz e armoù 'zo evel ar fuzuilh-resisted SVD "Dragunov" pe ar vindrailherez PK.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan