.30-30 Winchester
.30-30 Winchester | |
---|---|
.223 Remington - .30-30 Winchester - .308 Winchester | |
Doare | |
Kalibr | .308 / 7,62 mm |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,62 mm |
Ø kolier | 8,4 mm |
Ø stagell an douilhez | 10,2 mm |
Ø korf an douilhez | 10,7 mm |
Ø strad | 12,9 mm |
Hirder an douilhez | 51,8 mm |
Hirder ar gartouchenn | 64,8 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 7 - 11 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 679 - 818 m/s |
Energiezh ar vannadell | 2.390 - 2.615 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar munision .30-30 Winchester, anvet a-wechoù .30 Winchester Center Fire pe .30 WCF zo ur gartouchenn skoet e kreiz ijinet e 1895 gant John Moses Browning evit Winchester. Dont a ra e anv eus e galibr (0,30 meutad) ha deus e gargad poultr (30 greunenn, da lavaret eo 1,95 g). Ar gartouchenn chase kentañ enni poultr hep moged e oa. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz evit chaseourien ha tennerien sport e Norzhamerika hag en Europa.
Implijet e voe a-wechoù en armeoù : gant ar marc'hegerezh gall er fuzuilh Winchester 1894[1], gant ar British Navy er Brezel Bed Kentañ pe gant strolladoù all evel gwarded-aod Stadoù-Unanet Amerika[2].
Bannadell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boled an .30-30 zo ront e benn. Ijinet e oa bet evit ar fuzuilh Winchester 1894, a zo ul loc'henn-grogenn ganti : gant ar stumm ront zo nebeutoc'h a riskloù e lakfe ar boled da darzhañ emors ar gartouchenn a zo dirazañ e korzenn-gargañ an arm.
Boledoù ar c'halibr-mañ zo gwisket ha/pe emledus, dre m'int bet soñjet evit ar chase.
Un nebeud armoù kambret e .30-30[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Winchester 94
- Marlin 336
- Savage 340
- Thompson Contender
- Mossberg 464
- Rossi Rio Grande
Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ La Winchester 1894 dans l'armée française, war lec'hienn an UFA, 10/12/2019 (galleg)
- ↑ La .30-30 Winchester, war Le blog du tireur de précision, 13/05/2019 (galleg)