Yann an Toullgofer

Eus Wikipedia

Yann an Toullgofer (Jack the Ripper e saozneg) a veze graet eus ul lazher a steudad hag en devoa bevet e Londrez e dibenn an XIXvet kantved. Ul lesanv an hini eo dre ma ne oa ket bet kavet piv e oa ar muntrer-se e gwirionez : roet e oa bet dezhañ da-heul al lizher en devoa kaset d'an ajañs-kelaouiñ Central News m'en em ginnige evel-se ennañ. E-touez ar gisti a oa o labourat e ranngêr baour Whitechapel e tibabe e lazhidi ; pemp anezhe da nebeutañ a oa bet drouklazhet e 1888. Ne oa ket bet diskoulmet an afer-se gant enklaskerien ar mare-se ha meur a aozer hag a arzour a oa bet broudet o awen abalamour da identelezh kuzh hag abegoù kevrinus al lazher pe... al lazherien.

An afer e berr gomzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hioù ar muntroù - Osborn Street (Emma Elizabeth Smith), George Yard (Martha Tabram), Durward Street (Mary Ann Nichols), Hanbury Street (Annie Chapman), Berner Street (Elizabeth Stride), Mitre Square (Catherine Eddowes), Dorset Street (Mary Jane Kelly).

Kroget e oa bet an afer pa voe kavet Mary Ann Nichols dic'hoûget ha toullgofet en ur straed eus Whitechapel d'an 31 a viz Eost 1888. Achu e voe ar steudad muntroù gant hini Mary Jane Kelly bet adkavet gwall vuturniet en he c'hambr d'an 9 a viz Du er memes bloaz. Holl lazhidi Yann an Toullgofer a oa merc'hed hag a oa o labourat evel gisti bep ar mare en East End, unan eus paourañ ranngêrioù Londrez. Estreget an hini ziwezhañ, 25 bloaz anezhi, an darn vrasañ anezhe a oa maouezed e-kreiz o brud, war-dro 40 vloaz.

An deiz a hiziv e chom an afer-se ur gwir luziadell c'hoazh : piv e oa an drouklazher, pe abegoù en devoa, abalamour da betra ez ae da c'histi nemetken, perak e oa paouezet a-daol-trumm, hag all... ?

E zoare ober[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri eus ar pemp muntr a oa c'hoarvezet e lec'hioù foran (straedoù) hag ur pevare e porzh ur savadur. D'an ampoent e oa boas ar gisti da labourat e ruioù dall ha straedoù enk hag a veze damsklêrijennet peurvuiañ, ma veze aes d'an drouklazher ober e vad eus ar saviad-se.

Dic'hoûget e oa bet al lazhidi da gentañ. Div anezhe a oa bet toullgofet : bet digoret o c'hof gant al lazher ha tennet ar flugez (bouzelloù, lounezhi, mammoù) dioutañ, d'o lakaat war skoaz ar c'horfoù-marv pe d'o c'has gantañ. Kaset e oa bet ul lodenn eus ul lounezh-den da George Lusk (Prezidant ar C'homiteoù evezhiañs) zoken, a-gevret gant ul lizher o kemenn e oa bet lamet diouzh unan eus al lazhidi.

Elizabeth Stride a oa bet dic'hoûget hep bezañ toullgofet : tomm e oa he c'horf c'hoazh pa oa bet kavet[1] ha direnket ar muntrer sur a-walc'h hep n'en dije ket bet tro da beurechuiñ e bezh-labour euzhus.

Mary Jane Kelly, bet lazhet e-barzh ar gambr a feurme e Miller's Court, a oa bet peurzivouzellaouet. Strewet e oa bet he flugez er pezh a-bezh dre m'en devoa bet Yann an Toullgofer amzer a-walc'h da ober evel ma plije dezhañ.

Al lazhidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar re anataet :
Mary Ann Nichols, bet lazhet e-pad noz an 31 a viz Eost 1888,
Annie Chapman, bet lazhet d'an 8 a viz Gwengolo 1888 diouzh ar beure,
Elizabeth Stride, bet lazhet d'an 30 a viz Gwengolo 1888,
Catherine Eddowes, bet lazhet d'an 30 a viz Gwengolo 1888 (45 munutenn diwezhatoc'h),
Mary Jane Kelly, bet lazhet e-pad noz an 9 a viz Du 1888.
  • Ar re vartezeet :
Alice McKenzie, « Clay Pipe » he lesanv, bet ganet e-tro 1849, adkavet dic'hoûget d'ar 17 a viz Gouere 1889 e Castle Alley.
Frances Coles, « Carrotty Nell » he lesanv, bet ganet e-tro 1865, adkavet troc'het he goûg d'an 13 a viz C'hwevrer 1891 e Swallows Gardens.
Martha Tabram, gast anezhi, adkavet drouklazhet e kentañ estaj ur savadur (Georges Yard Building) d'ar 7 a viz Eost 1888 diouzh ar beure, teir sizhunvezh a-raok na c'hoarvezje ar c'hentañ muntr « ofisiel ». 39 zaol kontell he devoa gouzañvet kement hag ur c'hloaz all graet gant ur goustilh pe ur vaionetez. Al lec'h ma oa bet kavet he c'horf a oa hogos e kreizig-kreiz lec'hioù ar pemp muntr all a oa bet lakaet war gont Yann an Toullgofer. Diouzh an danevell korfskej en devoa al lazher gwall foeltret ar c'hof, an divronn hag ar forzh. Padal, petra bennak ma soñje da bolis ar mare-se e oa Yann an Toullgofer pennkaoz d'an torfed-mañ ne oa prouenn ebet koulskoude.
  • Reoù all :
Annie Milwood, aet dezhi d'ar 25 a viz C'hwevrer 1888, kaset d'an ospital hag aet da Anaon d'an 3 a viz Meurzh 1888.
Ada Wilson, aet dezhi d'an 28 a viz Meurzh 1888 hep n'he dije kollet he buhez.
Elizabeth Jackson, gast anezhi bet adkavet he c'horf dre dammoù en Tavoez etre an 31 a viz Mae hag ar 25 a viz Mezheven 1889.

Lazhidi anataet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mary Ann Nichols, « Polly » he lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudenn-kañv Mary Ann Nichols

Bet ganet Walker d'ar 26 a viz Eost 1845 e Londrez, dimezet da William Nichols ha mamm pemp bugel, aet diouzh he gwaz abaoe 1882. Lazhet e voe e-pad noz an 31 a viz Eost 1888, d'he 43 bloaz ha douaret e London Cemetery and Crematorium d'ar 6 a viz Gwengolo 1888, niverennet 210752 he bez.

Adkavet e oa bet he c'horf etre 3e30 ha 3e45 diouzh ar beure e Buck's Row, bet troc'het he goûg, diskolpet he zeod ha boulc'het he c'hof ; he forzh a oa bet boulc'het don ivez. Goude bezañ skejet he c'horf e voe stadet e oa bet taget da gentañ hag e oa kleiziat an drouklazher, ar pezh a voe dislâret diwezhatoc'h gant meur a skiantour barrek war an torfedoù[2].

E-barzh kazetennoù ar mare-se e veze lennet sof-kont, ha kazi bemdez, pennadoù diwar-benn maouezed drouklazhet, muturniet pe zevet bev. N'eo ket souezh neuze e vije bet kavet « iskis » an darvoud-mañ gante petrak bennak m'o devoa sachet evezh o lennerien ouzh doare ober divoas al lazher en ur ober Hini doullgofet Buck's Row eus ar paourkaezh maouez.

Annie Chapman, « Dark Annie » he lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Annie Chapman luc'hskeudennet goude bezañ bet drouklazhet

Bet ganet Eliza Ann Smith e miz Gwengolo 1841 e Londrez, dimezet da John Chapman e 1869 ha mamm div verc'h hag ur mab toc'h, lazhet e voe d'ar Sadorn 8 a viz Gwengolo 1888 diouzh ar beure, e porzh diabarzh niverenn 29 Hanbury Street. Luduet e oa bet d'ar 14 a viz Gwengolo 1888 e Manor Park.

Adkavet e oa bet en he gourvez, bet troc'het he goûg, peuzdistaget he fenn diouzh he c'horf. Digoret e oa bet he c'hof ha lakaet he bouzelloù war he skoaz dehou tra ma oa bet tennet he forzh, he c'hrozh hag an div drederenn eus he c'hwezigell. En he harz e oa un nebeud pezhioù moneiz hag ur golo paper skrivet deiziad an 28 a viz Eost warnañ[3].

Disklêriet en devoa un test o chom er savadur en devoa klevet ur vaouez o huchal « nann » en ur anzav ne oa ket bet kalonek a-walc'h evit sellout dre ar prenestr. Antronoz, ur plac'h vihan a gelaouas ar polis he devoa gwelet ur boullenn wad un nebeud tiez pelloc'h ac'hane : evit ar bolised e oa sur a-walc'h ur roud lezet war e lerc'h gant al lazher tra m'edo o kas gantañ an organoù edo o paouez tennañ diouzh korf al lazhiad.

Un nebeud deizioù diwezhatoc'h e oa bet lakaet harz war ur c'higer yuzev hag a oa o terc'hel ur stal er c'harter, John Pizer e anv, war zigarez e vije bet kavet un tamm eus un davañjer lêr war lec'hioù ar muntr. Ken abred all e oa bet lakaet an tamm lêr-se e-maez ar jeu dre ma oa d'ur feurmer eus ar savadur : gwalc'het e oa bet gantañ ha lakaet da sec'hañ. Karc'hariet e oa bet Pizer daou zeiz-pad, amzer d'ar polis d'e zidamall ha da sioulaat ar mor a dud a felle dezhe linchañ anezhañ.

Diwar neuze e voe graet diskiant trelatet pe vaniak revel eus an drouklazher, diouiziek war ar gorfadurezh. An diluz nemetañ a oa bet degaset gant un nebeud testenoù bet disklêriet gante o devoa gwelet Annie Chapman o toullañ kaoz gant un den un tog chase war e benn hag ur vantell hir du en-dro dezhañ. Lâret e oa bet ivez e kamme.

Elizabeth Stride, « Long Liz » he lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudenn-kañv
Elizabeth Stride

Bet ganet Gustafsdotter d'ar 27 a viz Du 1843 e Torslanda, distrig Göteborg (Sveden), mamm daou vugel ha torrdimezet e 1876 diouzh John Thomas Stride. Adkavet e voe divuhez he c'horf d'an 30 a viz Gwengolo 1888 e porzh ar C'hleub Berner gant ur seurtanvet Louis Diemschutz. Douaret e oa bet en East London Cemetery (bez n° 15509).

Ar savadur ma oa bet kavet Elizabeth Stride en e borzh a roe bod da Yuzevien hag Alamaned. Troc'het don e oa bet he goûg ha, diwar desteni ur paotr-karr, e tiwade c'hoazh pa oa bet kavet ar paourkaezh maouez gantañ[4]. Graet e voe Lucky Lizbeth gant ar gazetennerien eus an hini n'en devoe ket amzer al lazher d'he zoullgofañ, direnket ma oa bet gant un test.

Diwar ali arbennigourien 'zo n'halle ket an torfed-mañ bezañ bet sevenet gant Yann an Toullgofer : re verr an amzer ha re bell diouzh al lec'h ma oa da vezañ graet ar muntr da-heul. Ouzhpenn ne oa ket bet taget al lazhiad met dic'hoûget war-eeun gant ur gontell ledan, berr ha falllemmet he lavnenn, disheñvel-mik diouzh an hini bet graet ganti da geñver ar pevar muntr all. Gant ur gontell tanav, hir ha lemm he lavnenn e oa bet lazhet ha gwall vuturniet Catherine Eddowes war-dro pemp munutenn ha daou-ugent diwezhatoc'h. Graet en divije ar muntrer gant ar memes seurt arm a-benn an div wech kentañ a-raok kemm a-benn an drede hag adober gant ar gontell gentañ a-benn ar bevare (45 munutenn diwezhatoc'h) hag ar bempvet. Arvestet en devoa un test, Israel Schwartz e anv, ouzh an argadenn gant un den mezv hag en devoa he zaolet war al leur en ur zistagañ gerioù bras. Bet keñveriet an holl ditouroù dastumet gant ar polis e seblante an argader-mañ bezañ an drouklazher ivez.

Catherine Eddowes, « Kate Conway » he lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kliched skej-korf
Catherine Eddowes

Bet ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1842 e Wolverhampton (Staffordshire), ur verc'h ha daou vab he devoa bet gant he fried kleiz Thomas Conway. Bet lazhet d'an 30 a viz Gwengolo 1888 e oa bet muturniet hag adkavet e liorzh foran Mitre Square.

Merzheriet e oa bet Catherine Eddowes, sur a-walc'h peogwir n'en devoa ket gallet Yann an Toullgofer kas e « labour » da benn gant Elisabeth Stride (mar bez lakaet e oa bet lazhet houmañ gantañ). Adkavet e oa bet en he gourvez en ur boullennad wad, digoret he c'hof ha peurfoeltret he dremm : he fri ha he skouarn dehou boulc'het, ur V ledan treset war he fas gant ur gontell. Peuzdibennet e oa, toullgofet « evel ur pemoc'h en ur stal giger », lakaet he stomok ha he bouzelloù war he skoaz dehou, hec'h avu troc'het, unan eus he lounezhi hag he c'hrozh tennet kuit.

Mary Jane Kelly, « Ginger » he lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudenn bolis Mary Jane Kelly tapet war lec'hioù ar muntr

Bet ganet e-tro 1863-1864 e kêr pe gontelezh Luimneach (Iwerzhon), intañvez Davies, e oa bet drouklazhet d'ar Gwener 9 a viz Du 1888 e-tro teir eur diouzh ar beure e niverenn 13 Miller's Court. Douaret e oa bet e bered katolik Sant Padrig Londrez.

Diouzh danevell ar mezeg-lezenn e voe kalz euzhusoc'h an torfed-mañ eget ar re all : Emañ ar c'horf en e c'hourvez e kreiz ar gwele, troet ar penn war ar jod kleiz, an divskoaz a-blaen, ahel ar c'horf damstouet war an tu kleiz avat. En em gavout a ra ar vrec'h kleiz a-hed ar c'horf, an arvrec'h pleget a-skouer ha pozet a-dreuz ar c'hof. Ar vrec'h dehou, un tamm bennak distaget diouzh ar c'horf, a zo war ar vatarasenn, tra m'emañ an arvrec'h war ar c'hof, stardet ar bizied anezhi. Distok eo an divhar, ar vorzhed kleiz a-skouer gant ar c'horf bras tra ma tres ar vorzhed dehou ur c'horn anlemm gant ar voudenn. Gorread diavaez a-bezh ar c'hof hag an divorzhed a zo bet diframmet tra m'eo bet tennet ar flugez diouzh kavenn ar c'hof. Troc'het eo bet an divronn adalek o diazezoù, muturniet an divrec'h gant meur a daol kontell dizingal ha n'haller ket anavezout an dremm. Gwiadoù ar goûg a zo bet troc'het betek an askorn. Strewet eo bet ar flugez a-stlabez : ar grozh, al lounezhi hag ur vronn a zo dindan ar penn ; ar vronn all e-kichen an troad dehou ; an avu etre an treid ; ar bouzelloù a-zehou d'ar c'horf ; ar felc'h a-gleiz d'ar c'horf ; berniet ez eus bet drailhennoù kig eus ar c'hof hag an divorzhed war un daol ; tennet eo bet ar galon ha n'eo ket bet adkavet.

Lazhidi all hag a c'hallfe bezañ lakaet war gont Yann an Toullgofer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a vaouez all a oa bet argadet pe lazhet dres d'ar mare m'edo Yann an Toullgofer oc'h ober d'ar spont ren e Londrez : a-wechoù e vez lakaet lod eus an torfedoù-mañ war e gont.

Annie Millwood[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet ganet e-tro 1850, argadet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1888 e White's Row ha kaset d'an ospital abalamour ma oa bet gwall c'hloazet he c'horf ha he divhar : kuitaat a reas an ospital ha mont da Anaon d'an 3 a viz Meurzh 1888.

Ada Wilson[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet ganet e-tro 1868, argadet d'an 28 a viz Meurzh 1888 en he zi (19, Maiden Street) hep na vije bet kollet he buhez ganti.

Martha Tabram « Emma Turner » he lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet ganet White d'an 10 a viz Mae 1849 e Londrez, dimezet hag aet digant Henry Samuel Tabram he devoa bet daou vab gantañ. Drouklazhet e oa bet d'ar 7 a viz Eost 1888 e George Yard, 39 zaol kontell adkavet en he c'horf. En abeg d'al lec'h, d'an deiziad ha da zegouezhioù he marv e vez lâret gant arbennigourien 'zo e c'hallfe bezañ unan eus lazhidi Yann an Toullgofer. Padal, ne oa ket bet na dic'hoûget na toullgofet evel ma oa c'hoarvezet d'ar maouezed all (estreget Stride). Emdroadur grevusted gloazioù lazhidi Yann an Toullgofer – doare ober merkus al lazherien a steudad – a laka da vartezeañ e vije bet Martha Tabram drouklazhet gant lazher brudet Whitechapel.

Elizabeth Jackson « Lizzie » he lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Korf ar gast-mañ eus Sloane Square, bet ganet d'an 18 a viz Meurzh 1865, a oa bet adkavet dre dammoù en Tavoez etre an 31 a viz Mae hag ar 25 a viz Mezheven 1889.

Personelezh al lazher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Anderson[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E pennad 9 ar c'hounskrid ofisiel - « The lighter side of my official life » - a oa bet savet gantañ e tispleg Sir Robert Anderson e oa an drouklazher, gouez dezhañ, ur « maniak revel eus ar re feulsañ », a orin eus Pologn, bet desavet e renkad ar vicherourien hag o chom e-unan-penn en dachennad ma oa bet sevenet an torfedoù. E eiler, Donald Sutherland Swanson, en devoa skrivet e marz an diell : « Kosminski », oc'h ober dave d'ar skizofren Aaron Kosminski da vezañ an torfedour.

Orin al lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dear Boss, unan eus al lizhiri
a vije bet skrivet gant
Yann an Toullgofer

Gallout a ra al lesanv « Yann an Toullgofer » dont eus ur c'hazetenner bennak peotramant eus ar muntrer e-unan.

Kroget e oa istor al lesanv-se gant ul lizher, Dear Boss e anv, degemeret d'ar 27 a viz Gwengolo 1888 gant ar Central News Agency ha sinet Yann an Toullgofer. Ne oa ket bet gwiriekaet evel bezañ bet dornskrivet gant al lazher ; sellet e vez ouzh al lizher-mañ evel un taol-esae da reiñ muioc'h a vrud d'an afer pe evel…lost al leue.

Skrivet e vije bet al lizher gant ur c'hazetenner eus ar pemdezieg The Star, Frederick Best e anv[5], hag en devoa c'hoant d'ober d'e bennadoù bezañ « fetisoc'h » o reiñ un anv d'al lazher. Hanter-kant vloaz abretoc'h, ur Yann faltaziek all en devoa gounezet brud er memes kêr : Yann e seulioù war winterell. Oberourien 'zo evel Philip Sugden ha Lionel Fanthorpe o devoa skrivet en dije gallet awenañ lesanv « Yann an Toullgofer »[6].

Chomet e oa bet bev al lesanv-se dre ma voe eilembannet al lizher er c'hazetennoù gant Scotland Yard engortoz da vezañ anavezet an doare skrivañ gant unan bennak.

Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-skoaz lazherien a steudad all en devoa Yann an Toullgofer graet nebeut a lazhidi. Gallout a ra meur a abeg displegañ e vrud. D'an ampoent edo an holl gazetennoù o tiorren ha gwall gevezerezh a veze kenetrezo o klask war-lerc'h an darvoudoù biskoazh sebezusoc'h. Ouzhpenn, arloup hag ampartiz al lazher a oa souezhus-eston ken e oa : dibaot ar re gouest da zic'hoûgañ, da zibennañ ha da doullgofañ ur vaouez gant kement a ouezoni ha resisted war un dro. Primded Yann an Toullgofer ne voe ket dister e kresk e vrud ivez.

Meur a elfenn all o doa graet d'an drouklazher-se mont tre en istor ar c'hrim hag ar memor stroll. Ar pep hervekañ eo implij ar mediaou gant an Toullgofer e-unan moarvat, ar pezh a oa nevez d'ar mare-se. Meur a lizher a oa bet degemeret gant ar c'hazetennoù ha gant ar polis kement ha ken bihan ma voe lakaet e dorfedoù war wel e-pad meur a viz. Ha seul ma c'hwite Scotland Yard war serriñ ar muntrer seul ma kreske entan ar bobl. Diwar neuze e tiskouez al lizhiri sinet 'Ho servijour uvel Yann an Toullgofer' gant lizherennoù gwad bezañ bet skrivet gant ar c'hazetenner Frederick Best evit ober da dennadennoù The Star kreskiñ.

Ne oa ket bet diluziet ar c'hevrin a guzhe personelezh Yann an Toullgofer : ne voe ket lakaet harz war ar muntrer gant polis Kêr-Londrez, na zoken war un den bennak diskred warnañ. Adalek ar c'hentañ deiz betek an deiz a hiziv n'eus ket bet ehan ebet gant ar martezeadennoù a bep seurt.

East End Londrez en devoa roet ul leurenn dic'hortoz d'ar muntroù gant e c'hardennoù teñval, kemmeskailhez e engroez born, e aer diyac'h mat da zegas kleñvedoù a bep seurt : paourañ ranngêr ur gêrbenn divent-mat da vare an Dispac'h greantel.

Diluzioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enskrivadur Goulston Street[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eilskeudenn an enskrivadur bet adkavet ouzh moger Goulston Street

Goude ma c'hoarvezas daou vuntr an 30 a viz Gwengolo e voe ensellet al lec'hioù gant ar polis o klask war-lerc'h diluzioù pe destoù. E-tro teir eur diouzh ar beure e voe kavet e Goulston Street un tamm eus un davañjer gwad warnañ gant an enseller Alfred Long, dek munutenn war droad eus ar plas ma oa bet lazhet Catherine Eddowes. O klask mont pelloc'h ganti e kavas Long un enskrivadur ouzh ur voger e-kichen an tamm tavañjer : « The Juwes are the men That Will not be Blamed for nothing » (« Ne vo ket tamallet ar Yuzeved evit netra » ur fazi er ger "juwes"). Goulakaet e oa bet e oa nevez an enskrivadur, anez e vije bet diverket gant unan eus an dud o chom er ranndioù nes. Kuit da voulc'hañ emsavioù enepyuzev e oa bet adskrivet a-raok bezañ skarzhet diouzh ar voger[7].

Tud barrek war ar muntroù dre doullgofañ, Stephen Knight[8] en o zouez, o devoa kavet ur geñver iskis a-walc'h e skrivad direizh ar ger Juwes e-lec'h Jews (Yuzeved) hag anv Jubelo, Jubela ha Jubelum, (drouklazherien e mojenn Hiram). Ar pezh a reas da Stephen Knight skrivañ e oa Yann an Toullgofer frañmason, pe tomm e galon outo da nebeutañ.

Notennoù ha deveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Afer Stride war casebook.org
  2. Patrom:Ouvrage
  3. (en) Goût hiroc'h diwar-benn Annie Chapman war al lec'hienn Casebook.org, rann Annie's Clothes and Possessions
  4. Testeni Edward Spooner, meneget e-barzh The Times, 3 a viz Here 1888
  5. (en) Casebook:« The August 1966 edition of Crime and Detection includes an article which describes how a journalist for the Star (named Best) claimed to have written all the "Jack the Ripper letters" ever sent to the press and police »
  6. Philip Sugden The Complete History of Jack the Ripper p.260, Lionel Fanthorpe The World's Most Mysterious Murders p.115
  7. D. Rumbelow, "the complete Jack the Ripper", p.59-60
  8. Stephen Knight, Jack the Ripper: The Final Solution, London: Bounty Books, (1976; rev. 1984; repr. 2000), ISBN 0-7537-0369-6