Medea (Evelyn De Morgan)

Eus Wikipedia
Medea, gant Evelyn De Morgan.

Medea zo un daolenn gant al livourez saoz Evelyn De Morgan ( 1855-1919), savet ganti diwar-benn mojenn Medea, unan eus re grisañ Hellaz kozh.

Livet eo en doare Quattrocento, da lavarout eo hini livourien ar XVvet kantved italian. Gwelout a reer an hudourez Medea gwisket e roz o kerzhout e sal ur c'hastell krennamzerel. Ur voutailh zo ganti en he dorn: krediñ a c'haller eo boutailhad ar c'hontamm a servijo dezhi da lazhañ he bugale.

Sandro Botticelli, livet etre 1489 ha 1490, zo ur skouer eus arz ar c'h-Quattrocento.