Messerschmitt Bf 109

Eus Wikipedia
Messerschmitt Bf 109
aircraft family
Iskevrennad eusfighter monoplane with 1 engine, land-based fighter monoplane, nijerez-emgann-ha-bombeziñ Kemmañ
Deiziad krouiñ1937 Kemmañ
Implijair superiority fighter Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Brezel Spagn Kemmañ
Bro orinTrede Reich Kemmañ
Deiziad kregiñ1937 Kemmañ
ManufacturerMesserschmitt Kemmañ
First flightMae 1935 Kemmañ
ArmamentMG 17, MG FF, Rheinmetall-Borsig MK 108, Mauser MG 151, Rheinmetall-Borsig MG 131 Kemmañ
Powered byJumo 210, Daimler-Benz DB 601, Daimler-Benz DB 605 Kemmañ
DiorroerMesserschmitt Kemmañ
Treset gantWalter Rethel, Willy Messerschmitt Kemmañ
Lakaet er servij1937 Kemmañ
Service retirement27 Kzu 1965 Kemmañ
Disklêriadur dre ar munud eMesserschmitt Bf 109 operational history Kemmañ
Ur Me 109 G-6 hag a oa barrek da nijal c'hoazh e 2005.
Bf109 Galland Gerippe
Ur Bf109 Messerschmitt Bf 109 o nijal

Ar Messerschmitt Bf 109, berraet alies e Me 109, a oa un nijerez vrezel ungefluskerek hag unplas savet evit al Luftwaffe, an aerlu alaman.

An nijerez tagañ pennañ eus an Alamaned e-kerzh an Eil Brezel-bed eo bet ha graet e oa bet en tu-hont da 33 000 skouerenn anezhi. Ma oa ar gwellañ nijerez e penn kentañ ar brezel (ne oa koulz lavaret nemet ar Spitfire saoz a oa barrek da geveziñ outañ), e teuas da vezañ dic'hizet un tamm e dibenn ar brezel daoust ma chomas un ardivink a-zoare pa veze kaset gant levierien a-feson ha gwall zañjerus e-se evit nijerezed ar Re Gevredet.

Ar bf 109 ha brezel Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taol aesa ar c'harr-nij chase Messerschmitt Bf 109a vezo brezel Spagn er strollad Lejion condor. Goude an taol aesa 'se e vezo cheñchet ar c'heflusker gant unan Daimler Benz evit gwellaat c'hoazh pleustr strategiezhoù ar c'hirri-nij chase bet skiant-prenet. Gant ur c'heflusker nevez ha strategiezhoù bet gwellaet en ur vrezel wirion e chom e-pad lod kentañ an Eil brezel-bed ar c'harr-nij chase efedusa o kaout ar strategiezhoù-nij wellañ hag a-bell.

Brezel bro Spagn anat eo en devo roet lañs bras d'an aerlu alaman Luftwaffe a-benn bezañ prest efedus evit an Eil brezel-bed. En eskemm ha dre enep komunouriezh don Francisco Franco lod blenier kirri-nij bro spagn broadelourien anezho hag a youl vat a zeio da nijal gant o genvreudeur Alaman er strolladoù nij glas war talbenn ar reter hag a nijo war ar bf 109.

Ar bf 109 ha brezel ar Frañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh emgann Bro C'hall e vez gwelloc'h 'vit e holl enebourien eeun: Ar Bloch 152, an Dewoitine D.520 (siouloc'h met aesoc'h da vleniañ anezhañ) ha betek an Hurricane Saoz. Memes-tra gant ar c'hirri-nij Morane-Saulnier MS.406 hag ar re Curtiss H75 (prenet da Amerika) ar re-se o vezañ darn aerlu ar Frañs.

An Alamanted gant ar Messerschmitt Bf 109 a zo mestr war an oabl. N'eus karr-nij ebet a c'hellfe talañ outañ.

Bf 109 hag emgann Bro Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret e vezo gortoz brezel Bro Saoz evit gwelet un enebour hag a c'hellfe talañ ar c'harr-nij bf 109, ar Supermarine Spitfire e vezo.

A-feur ma bado ar brezel e vezo ret degas dindan un doare dizehan kemmoù d'ar Messerschmitt Bf 109 a-benn talañ lañs ar Gevredidi. Ar brezel o vont war goll evit an Trede Reich, ar Bf 109 a vezo dic'hizet nemet evit ar re As.

Ar BF 109 a zo chomet ar c'harr-nij chase karetañ d'ar blenerien kirri-nij chase Alaman memes gant ar re As evel Adolf Galland pe c'hoazh Hans-Joachim Marseille. Kement-mañ a badas memes pa voe degaset ar c'harr-nij modernoc'h war meur a zachenn Focke-Wulf Fw 190.

Goude an Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant fin an Eil brezel-bed e vo paouzhet darn produerezh ar Messerschmitt Bf 109. Ar re hag a chome c'hoazh implijus darn o vezañ bf 109 "Gustav" a vo adimplijet betek ar bloavezhioù 1950 ha betek 1960 evit lod broioù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.