Olivier Cousin

Eus Wikipedia
Olivier Cousin
Olivier Cousin
Olivier Cousin, Miz du 2011
Obererezh skrivagner
barzh
Ganedigezh 9 a viz C'hwevrer 1972
Yezh skrivañ galleg
Enorioù Priz Barzhoniezh Camille Le Mercier d'Erm (2011)

Olivier Cousin zo ur skrivagner breizhat ganet d'an 9 a viz C'hwevrer 1972 e Lesneven (Penn-ar-Bed) e Breizh.

Romantour ha daneveller evit kontañ istorioù kenkoulz hag evit stekiñ ouzh buhezioù n'int ket e hini. Gant Les Enchaînés de Landouzan, « une enquête de Jacques de Lottin, chirurgien des armées du Roi », e voulc'h ur c'helc'hiad romantoù polis a c'hoarvez da vare an Azginivelezh.

Barzh evit santout gwelloc'h ar bed. En e veajoù evel en e Vro-Leon ez eo dre gemer harp war an traoù fetis, ha war draoù izel-izel ar pemdez zoken, e vez oc'h atersiñ war e zeniezh. Marteze ez eo un doare da glask, hep termal, derc'hel ar marv pell pa n'heller e zoñvaat.

Treizher barzhoniezh war e vlog [1] en deus kenrenet an torkad : En Bretagne ici et là… 40 lieux 40 auteurs, 2008, embannadurioù Keltia Graphic.

E 2011 en doa bet ar Priz Barzhoniezh Camille Le Mercier d'Erm digant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh gant e varzhaz Sous un ciel sans paupière.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù :

  • Les Enchaînés de Landouzan, Liv’ Éditions, 2009
  • Mort au silo, éditions Nykta, 2006
  • Les Muets de Trécorbier, Liv’ Éditions, 2005
  • L’Ombre des tableaux, Liv’ Éditions, 2003


Barzhonegoù :

  • Fragments du journal d'Orphée suivi de La musique n'adoucit pas les peurs, skeudennaouet gant Violaine Fayolle, embannadurioù Kutkha, 2014
  • Étranges estrans, skeudennaouet gant Jean-Yves André, Les Armoricaines éditions, 2013
  • 77 poèmes et des poussières, embannadurioù La Part Commune, 2012
  • Drôle de bestiaire du dictionnaire, barzhonegoù evit ar vugale skeudennaouet gant Anne Salaün, Editions Label LN, 2011
  • Réjouissances d'hiver de A à Z, barzhonegoù skeudennaouet gant Sylvie de Hulster, Les Armoricaines éditions, 2010
  • Sous un ciel sans paupière, emb. La Part Commune, 2010 (gant tresadennoù Jean-Yves André ha kenskrid gant Marc Le Gros)
  • Rêves de pierre, barzhonegoù war stampoù Jean-Pierre Blaise, levr arzour 2007 ; embannadur kresket e ti Label LN, 2008
  • Drôle de bestiaire de la mer, barzhonegoù evit ar vugale skeudennaouet gant Anne Salaün, Editions Label LN, 2006
  • Puiser aux mondes, L’étagère étanche, 2006


Danevell :

  • Dans nos vies à bascule, embannadurioù Chemin Faisant, 2013
  • Une vieille bobine, er barzhaz a-stroll Sur le film du rasoir, embannadurioù Chemin Faisant, 2009 (11 danevell war dem ar sinema e Breizh)

Troidigezh :

  • A Poem Decides / C'est le poème qui décide de Roy Eales, Blackbird-Pawel Editions, 2013, (troidigezh gant Paol Keineg)
  • On A Road To No End / Sur un route sans fin gant Roy Eales, Blackbird-Pawel Editions, 2008

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.