Brezel etre Pologn ha Sveden

Eus Wikipedia

Ar Brezelioù etre Pologn ha Sveden zo un toullad brezelioù c'hoarvezet etre Kenunaniezh Pologn ha Lituania ha Rouantelezh Sveden. Dre vras ez eus anv amañ eus ar brezelioù etre 1563 ha 1721. En un doare strishoc'h ez eus anv eus daou vrezel a voe etre 1600 ha 1629.

Ar brezelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ an holl vrezelioù-se

Brezel Livonia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwalloberoù arme Rusia en Livonia. Moulet e "Zeyttung" hag embannet e Nuremberg e 1561.

Ar Brezel a-enep Sigismund[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sigismund Vasa, roue Pologn ha Roue Sveden, poltredet gant Rubens.

Kregiñ a reas ar bec'h pa oa deuet Sigismund III Vasa (1566 – 1632), roue Kumuniezh Pologn ha Lituania abaoe 1587, da vezañ roue Sveden war un dro, goude marv ar roue kozh, e dad e 1592. Met ne oa ket prest ar vro brotestant, nag an Dug Charlez, da c'houzañv ur roue katolik.
Brezel-diabarzh a voe e Sveden, eus 1597 betek 1599 ha ne gemeras ket perzh kalz a soudarded eus ar Gumuniezh, n'eo ket ur brezel etre Pologn ha Sveden eta. Trec'het e voe Sigismund en Emgann Stångebro e 1598. A-benn 1599 e oa kollet kurunenn Sveden da vat gant Sigismund, kemeret e voe gant an Dug Charlez, e eontr, ha ret da Sigismund mont da repuiñ da Bologn. Ne oa ket padet pell unaniezh an div vro dindan ar memes kurunenn.

Ar Brezel etre Pologn ha Sveden 1600–1611[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Hetman Jan Karol Chodkiewicz.

Goude bezañ distroadet ne oa ket bet dic'hoantet Sigismund da lakaat e grabanoù war rouantelezh Sveden, ha diwar neuze ne glaskas nemet se, daoust ma ne oa ket troet e noblañsed da stagañ gant ur brezel a vije hir ha gwadek. Bec'h a grogas e 1599 pa gadarnaas ar pacta conventa, dihelloù sinet gantañ pa voe dilennet da roue Pologn ma promete e vije staget douaroù Estonia, dalc'het gant Sveden neuze, ouzh ar Gumuniezh.
Noblañsed Pologn, ar szlachta, a gemeras perzh er brezel dre ma ne c'hoarveze nemet en Estonia hag e soñje dezho e c'hounezfent douaroù en un doare aes hag e c'hallfent gwerzhañ o ed dre berzhier Estonia war aod ar Mor Baltek. Ouzhpenn-se ne gave ket dezho e oa brezelourien gwall vat tud Sveden ha soñjal a raent ne vije na hir na diaes ar brezel. Se a gredent peogwir ne oa ket bet trec'het Pologn er brezel abaoe kant vloaz. Ouzhpenn-se e oa tost da 10 milion a dud o chom er Gumuniezh, pa ne oa nemet ur milion e Sveden. Ne ouie ket ar szlachta e oa gourdonet mat arme Sveden ha mennet-kaer he soudarded. Ne welent ket ivez e oa gwall izel dregantad ar soudarded e poblañs ar Gumuniezh, unan eus ar re izelañ en Europa.
Gouest e voe Sveden da vodañ un arme kalz buanoc'h eget ar Gumuniezh, abalamour d'he gouanamant kreizennet ha dre ma oa ret d'ar gouerien servij dindan an armoù. War daou dalbenn e rankas ar Gumuniezh stourm, ur brezel all a oa er c'hreisteiz, peogwir e oa emsavet noblañsed uhel Moldavia gant Brezel Uhelidi Moldavia, ha setu ma en em gave niverusoc'h soudarded Sveden, 3 ouzh 1, a lavarer.
E deroù ar brezel, e 1600, en desped da drec'hoù arme ar Gumuniezh renet gant Hetman Meur Lituania, Krzysztof Mikołaj "Tarzh-Kurun" Radziwiłł, hag a voe gouest da skeiñ ar c'hentañ taolioù gant armeoù Sveden, e teuas a-benn Sveden da aloubiñ Estonia da gentañ, an darn vrasañ eus Livonia, douaroù ar Gumuniezh er c'hreisteiz da Estonia ( hag anvet Inflanty (Patrom:Lang-de). Parlamant Pologn-Lituania, ar Sejm, a savas arc'hant brasoc'h evit an arme hag a c'halvas armeoù eus talbenn ar c'hreisteiz, pa veze kavet pouezusoc'h difenn douaroù ar Gumuniezh en hanternoz eget brezeliñ er-maez anezhi er c'hreisteiz.

E 1601 setu hetman Lituania, Jan Karol Chodkiewicz, ha kanseller Pologn Jan Zamoyski, galvet en-dro eus Moldavia, o tegouezhout e Lituania da stourm ouzh an aloubadeg svedat, a oa o vont da c'hoarvezout n'eo ket en Estonia prometet gant Sigismund hepken, met ivez e douaroù polonat er c'hreisteiz dezhi. Chodkiewicz ha Radziwiłł a drec'has war arme Sveden en emgann bras kentañ ar brezel-se e Kokenhusen (Koknese) e deroù 1601.
Prestik goude e teuas Jan Zamoyski, nevez trec'het gantañ armeoù ar Voldaved, gant 12 000 den ha 50 kanol, ha 15 anezho eus ar re bonner a-hervez.

Charlez IX ne oa ket evit un arme ken kreñv haret e voe dezhañ souzañ. Daoust da se e laoskas war e lerc'h un toullad mat a dud da zifenn arc'hreñvlec'hioù aoa bet kemeret gantañ e Livonia.

Zamoyski a grogas gant ar brezel sezizañ kêrioù, e-lec'h redek war-lerc'h ar roue o vont kuit, ha kemer a reas Wolmar (Valmiera) ha Fellin (Viljandi, Felin). A-benn 1602 ne chome Svediz nemet e Reval (Tallinn, Talin, Rewl), Pernau (Pärnu, Parnau, Parnawa), Hapsal (Haapsalu, Hapsalu) ha Dorpat (Tartu). Met 60 vloaz e oa Zamoyski, klañv e oa ha Chodkiewicz an hini a gemeras penn an arme bolonat-lituanat da lakaat seziz war Dorpat. E Wesenberg (Rakvere) e roas lamm d'un arme svedat a oa bet kaset da skoazellañ Dorpat, ma rankas kêr en em zaskor.

Chodkiewicz an hini a voe lakaet e penn holl armeoù Lituania goude distro Zamoyski d'ar c'hreisteiz e 1602. Ne zistroas ken Zamoyski rak kleñvel a eas ha mervel e 1605. Chodkiewicz a reas berzh, daoust d'an nebeud a bourvezioù hag a skoazell en deveze digant ar Sejm, parlamant ar Genunaniezh, pe digant ar roue Sigismund III Vasa. Kemer a reas an eil kreñvlec'h war-lerc'h egile, bountañ dirakañ Dug Södermanland, ha Charlez IX goude, e-maez eus Riga (Ryga), met Reval, Pernau, ha Narwa (Narva, Narew) a chomas etre daouarn Svediz.

E 1604 e kemeras Dorpat, hag e faezhas ar jeneraled svedat div wech, e Biały Kamień hag e-kichen Weissenstein (Paide). Meur a wech e voe trec'h daoust d'ar plegennoù diaes, evel e Weissenstein pa ne oa nemet 2300 soudard gantañ ha pa faezhas un arme svedat a 6,000 a dud. Skrivañ a reas Chodkiewicz en e eñvorennoù e oa un emgann a bouez bras hag unan eus e drec'hadennoù meur, pa varvas 81 soudard ha pa voe gloazet 100 en e arme, tra ma voe kollet gant Svediz an hanter eus o arme.
Enoret e voe emzalc'h dispouron Chodkiewicz gant ar roue gant buława hetman Lituania. Daoust da se ne veze ket prederiet gwall galz gant parlamant ar Genunaniezh gant ar brezel ha skoarn vouzar a veze graet outañ pa c'houlenne muioc'h a soudarded ha goproù gwelloc'h evite. Digreizennet e oa ar sistem-arc'hantañ ha goullo e veze irc'hier ar Genunaniezh peurliesañ. An holl dailhoù a ranke bezañ degemeret gant an uhelidi er Sejm ha gant ar Sejmiked. Kement-se a strobe ar Gumuniezh avat, hag a zalc'has d'ober e-pad meur a gantved.
En desped da gement-se e teue a-benn Chodkiewicz da reiñ bec'h da Svediz. Ijinañ a reas un doare-brezeliñ nevez gant e wellañ marc'hegerien hussar, ha faezhet e voe e enebourien dre veur a wech en emgannoù bras. Da gentañ e sailhent war marc'hegerien Sveden,ha goude hepken e stourment ouzh ar soudarded war-droad, krog da fallgaloniñ a-benn neuze, ha n'hallent ket montwar-gil ken, ha peurvuiañ e voe distrujet un toullad mat a vatailhonoù Svediz evel-se.

E 1605 adarre e voe dispignet bernioù arc'hant gant Svediz da sevel un arme vras. Ouzhpenn-se e voe roet kalz arc'hant gant an tsar rus Boris Godunov da Sveden evit o sikour, rak e-keit ma vije Svediz ha Poloniz o vrezeliñ e rojent peoc'h da Rusia e-pad ar Marevezh Poanioù. Gant se e voe gopraet gant Svediz kalz soudarded hag ijinourien eus Europa a-bezh. E 1605 eta, nepell diouzh Reval, e tilestras un armead a 5 000 den kaset gant Anders Lennartson en Estonia. Un toullad deizioù goude e tegouezhas ul lestraz 4 000 svedat all kaset gant ar c'hont Frederick Joachim Mansfeld. Seziz a voe lakaet gante war kreñvlec'h Dünamünde (Daugavgriva, Dynemunt) nepell diouzh Riga, hogen ne droas ket an taol da vat. Neuze ez ejont da lakaat seziz war kêr Riga. En sell e oant da gemer ar gêr-se, unan eus perzhier brasañ ar Mor Baltek.

Dont a reas Chodkiewicz da skoazellañ kêr Riga, hogen kavout a reas edo Svediz o kas un arme all dindan Lennartsson. Ha Chodkiewicz da dreiñ ouzh Lennartsson neuze, met gwell e kavas chom hep mont d'an emgann war-eeun, ha repu a gavas en ur c'hreñvlec'h. Lennartsson, pa glevas e oa ar roue Charles e-unan o vont da zegouezhout gant 5 000 soudard ouzhpenn, a reas e soñj unaniñ e arme gant hini ar roue ha mont gant an div da gemer Riga.

Chodkiewicz n'hallas ket herzel ouzh an div arme svedat d'en em unaniñ, ha mont a reas eus Cēsis (Kiesia) da-gichen Kircholm (Salacpils, Salaspils) ha Iskiel (Ikskile), ma savas ur c'hamp mogeriet. Charles a zegouezhas e Riga d'an 23 a viz Gwengolo, hag a glevas e oa arme Chodkiewicz nepell alese, ma reas e soñj mont d'he distruj gant an holl vagadoù svedat a oa en tro-war-dro. D'ar 27 a viz Gwengolo e kerzhas an arme svedat dindan ar roue Charlez war-du Kircholm.


Emgann Kircholm (Salaspils) d'ar 27 a viz Gwengolo 1605, damdost d'ar stêr Düna (Daugava, Dvina, Dźwina) a voe kaerañ taol Chodkiewicz. Bihanoc'h e oa e arme (1 ouzh 3 a-hervez) ha gant un taol-gwidre e reas d'an arme svedat diskenn eus an uhelennoù ma edont. Ar roue a soñjas e oa ar bagadoù lituanian, gant un toullad Poloniz en o zouesk, o tec'hel, ha se zo kaoz ez eas e arme war skign da redek war-lerc'h an dec'herien. Tre pezh edo Chodkiewicz o c'hortoz.


Ar Brezel etre Pologn ha Sveden 1620–1625[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1617 e voe sinet Feuremglev Stolbovo etre Sveden ha Rusia, goude Brezel Ingria. Neuze ec'h en em droas roue Sveden, Gustav II Adolf, saludet evel salver ar Brotestantiezh, ouzh ar Gumuniezh adarre. Gounit a rejont tachenn e Livonia ha kemer a rejont Dünamünde ha Pernau e 1617. Adkregiñ a reas ar brezel avat e miz Du 1620. Gustav Adolf a gemeras Riga

Ar Brezel etre Pologn ha Sveden (1626–1629)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1625 e voe aloubet Livonia ha Courland gant Svediz a-raok fin ar bloaz.

An hetman Stanisław Koniecpolski

Koniecpolski a adkemeras kêr Puck d'an 2 a viz Ebrel.

Ar Potop[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezelioù an Hanternoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel Bras an Hanternoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]