The Main Square

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

The Main Square
Ar strollad

Bro Orin Bro-C'hall
Doare(où) Pop/Rock
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2008
Label(ioù) Nann sinet
Lec'hienn ofisiel http://www.myspace.com/themainsquare

Izili Mehdi Benzadi (kan/gitar); Jeremy Hoarau (gitar lead);

Alexandre Demessence (gitar boud); Robin Demessence (taboulinoù).

Izili bet er strollad Alexy Kurek (batiri)

"The Main Square" a zo ur strollad pop/rock gall savet e 2008, ennañ pevar faotr, Mehdi, Jeremy, Alexandre hag Alexy (erlec'hiet bremañ gant Robin), etre 17 hag 20 vloaz. O chom emaint e Kompiegn, e Pikardi, e-lec'h ma reont ivez o studioù. Kroget o deus da zeskiñ sonerezh e-pad o bugaleaj : da gentañ gant ar saksofon pe ar piano a-raok seniñ taboulinoù ha gitar. Kejet o deus el lise ha c'hoant o deus bet da grouiñ sonerezh evit "strollañ an dud yaouank". Anv ar strollad a zeu eus ar fed e oa aet Medhi, kaner, d'ar Gouel "Main Square" a vez en Arras e miz Eost. Plijet-tre e oa bet gant ar sonadegoù. Selaou a reont dreist-holl "Artic Monkeys" ha "Red Hot Chili Peppers", met ivez "The Kooks", "The White Stripes", "BabyShambles" pe "The Last Shadow Puppets", ha diouto e tennont o mennozhioù. Ar c'hanaouennoù a zo e saozneg peogwir e soñjont eo bravoc'h da selaou. Ar pozioù a zo skrivet gant ar c'haner. Komz a reont eus traoù bet tremenet dezho. Da skouer, "World's Coming Back" e-lec'h ma kontont istor ar bed o vont kuit hag ar pezh a c'hellont soñjal diwar-se.

Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"The Main Square" a zo bet krouet e miz Mae 2008. Labouret o deus da gentañ war sonioù anavezet a-raok ijinañ reoù nevez, da skouer "You're running away" ha "Prickteaser" D'ar 15 a viz Du 2008, ar strollad a ra e gentañ sonadeg a-drugarez da Bertrand Trebos, a zo e penn ar sal pleustriñ. C'hoari a reont gant "Crazy Crust", "Yes S-Club", "The Jaff" ha "Neurosphobia". D'an 23 a viz Geñver 2009 e oa ar wech kentañ d'ar strollad c'hoari e Pariz, er "Gibus" evit "Gouel Emergenza". Kejañ a reont ouzh "The Freckelles" hag a grou ar memes seurt sonerezh. D'ar 4 a viz Ebrel 2009 eo an eil wech er "Gibus" evito. D'ar 7 a viz Mae e kemeront perzh, er "Gibus" c'hoazh, e "Gouel Rock Inter-Skol", a-enep etre 6 ha 8 strollad sonerezh dre nozvezh. Ar juri, ennañ Claude Sitruk (produktour "BB Brunes"), kazetennerien "Liberation", "Oui Fm"..., a lavar dezho int fresk, arzourien ha mat. Echuiñ a reont en eil plas goude "The Citizens", eus Pariz. D'an 22 a viz Mae, "The Main Square" a son en "New Morning" evit "Hanter-Final" "Gouel Emergenza". D'an 20 a viz Even e sonont gant "P.Y.T" evit "Gouel ar Sonerezh", en o c'hêr, Kompiegn. Evit echuiñ gant ar bloavezh 2009, a zo bet a-bouez evito, o deus graet un abadenn er "Ziquodrom" evit "No-Title 2" hag ur pennad kazetenn 'zo bet graet warno evit an eil gwech er "Courrier Picard". "Compiègne regorge de nouveaux talents. Parmis eux, Main Square, qui interprète des chansons rock a la rythmique indélébile". Le Courrier Picard (20/06/09). D'an 28 a viz Du, Alexy a guita ar strollad dre ma oa re bell ar sal evit pleustriñ. Robin a gemer neuze e blas. Goude-se ec'h enrollont 4 c'hanaouenn nevez evit un EP. D'ar 5 a viz Du e voent e penn ar sonadeg evit an "Téléthon", en o c'hêr, Kompiegn. E miz Kerzu 2009 e kemeront perzh e nozvezh "VAE Produktion".Dont a reont en-dro war al leurenn d'ar 6 a viz Meurzh gant tonioù nevez evel "Hate Me, I'm Supersonic" hag "I Shoot your face".


An abadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An abadennoù Bet Graet :

  • 15 a viz Du 2008 : Ziquodrome (Kompiegn)
  • 23 a viz Geñver 2009 : Gibus Club (Pariz)
  • 4 a viz Ebrel 2009 : Gibus Club (Pariz)
  • 7 a viz Mae 2009 : Gibus Club (Pariz)
  • 20 a viz Even 2009 : Le Péché Mignon (Kompiegn)
  • 24 a viz Here 2009 : Le Ziquodrome (Kompiegn)
  • 5 a viz Kerzu 2009 : Place du Change (Kompiegn)
  • 19 a viz Kerzu 2009 : Nozvezh Inauguration VAE Prod (Kompiegn)
  • 6 a viz Meurzh 2010 : Pop Art Café (Reims)

Ar setlist[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • You're Running Away
  • Paradoxal Paranoïa
  • World's Coming Back
  • Strangle By Your Eyes
  • One Million For Vegas
  • Prickteaser
  • Last But Not Least
  • Plastic Doll
  • Real Fake Night
  • I'm Disco Tonight
  • Singer & Killer
  • French Light Arriving
  • Minded Prisonner
  • Hate Me, I'm Supersonic!
  • Killer Queen
  • 7 Nations Army - (The White Stripes)
  • Teddy Picker - (Arctic Monkeys)
  • Reptilia - (The Strokes)
  • Can't Stop - (Red Hot Chili Peppers)