Lleucu Llwyd

Eus Wikipedia
Lleucu Llwyd
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv-bihanLleucu Kemmañ

Lleucu Llwyd a oa, hervez a ouzer, mestrez ar barzh Llywelyn Goch ap Meurig Hen (war-dro 1350 - 1390). Gantañ e voe savet d'ar plac'h yaouank, pa varvas, unan eus brudetañ barzhoneg al lennegezh kembraek, anvet Marwnad Lleucu Llwyd, ur marvnad eus ar re vravañ.
Eviti da vout brudet da viken n'ouzer ket gwall dra diwar he fenn. Hervez ar skrid e oa Lleucu eus Pennal, etre Machynlleth hag Aberdyfi :

'Gwae fi'r ferch wen o Bennal,
Breuddwyd oer, briddo dy dâl!'

Dimezet e oa-hi pa varvas, met n'oar ket sur piv e oa he fried: pe un Dafydd Ddu, eus Cymer (e-kichen Abati Cymer) hervez unan, Ieuan Ddu eus ar Gydros hervez un arall, a skrive Gruffudd Hiraethog er XVIvet kantved. Diouzh krediñ Gruffudd he doe ur mab anvet 'Y Coch'.

Mar deo anat karantez Llywelyn en e varzhonegoù da Lleucu Llwyd n'haller ket bout sur e oant orgederien. Ouzhpenn-se ez eus meur a skouer a varvnadoù ha ne oant ket gwir ivez, kanet da genvreudeur, ha marteze ne oa nemet ur varzhoneg a genavo dezhi, pa zimezas, eo a savas Llywelyn

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dafydd Johnston (gol.), Gwaith Llywelyn Goch ap Meurig Hen (Aberystwyth, 1998). Testun y Farwnad a nodiadau helaeth arno, gyda llyfryddiaeth bellach ar y gerdd.