Formosus

Eus Wikipedia
Formosus
Pab an Iliz katolik roman
Ganedigezh Roma
Dilennet da bab 19 a viz Gwengolo 891
Tronidigezh 6 a viz Here 891
Dibenn e baboni 4 a viz Ebrel 896
En e raok Stefan V
War e lerc'h Bonifas VI
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Formosus (war-dro 816 en Ostia–896) a voe pab katolik eus 891 betek 896. Bec'h a voe e-kerzh e amzer-pab, dizouaret e voe gorf war-lerc'h e varv, ha barnet en e zilhad pab gant ur c'huzul eskibien.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kardinal hag eskob Portus, ur porzh war lez ar stêr Tiber, e oa e 864. Kaset e voe evel kannad da v-Bulgaria (866) ha da Vro-C'hall (869 ha 872), hag e kendrec'has Karl Voal, roue ar Franked, da vezañ kurunet gant ar pab.

Adal 872 e klaskas bout pab, met abalamour da aferioù politikel luziet e tilezas Roma ha lez ar pab Yann VIII er bloaz-se. Mervel a reas d'ar 4 a viz Ebrel 896, ha Bonifas VI a voe pab war e lerc'h.

Ar pab Formosus ha Stefan VII, 1870, gant Jean-Paul Laurens.