Claudia Quinta

Eus Wikipedia
Mojenn Claudia Quinta hervez un aoter roman
Mojenn Claudia Quinta, hervez ur c'hoadengravadur eus ar Grennamzer

Claudia Quinta a oa ur vestalenn roman, tamallet e gaou da vezañ kollet he gwerc'hded hag a voe prouet he vertuz dre vurzhud, hervez Aurelius Victor en e levr De viris illustribus[1]. Hervez un doare all d'ar vojenn e oa ur wreg roman.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klotañ a ra an istor gant donedigezh kehelerezh Kibele (pe Magna Mater) eus Pessinus, en Anatolia, da Roma, da vare an eil brezel punek pa oa koñsuled Scipio Maior (a vo Scipio Africanus diwezhatoc'h) ha Publius Sempronius, er bloavezh 205 kent JK .

Kaset e oa bet kannaded da Bessinus da gerc'hat delwenn an Doueez veur, a oa graet en ur maen du, kontet da vezaén kouezhet eus an neñv. Gant armeoù Hannibal en Italia e oa mat kaout gwarez un doueez all, brudet da ziwall ar bobl e-kreiz ar brezel. E-touez ar gannaded e oa Scipio Nasica, kenderv d'ar c'honsul Scipio Maior. Degouezhout a reas o lestr gant maen an doueez e porzh Ostia, war ar stêr Tevere. Sac'het e chomas al lestr. Diskoulmet e voe ar gudenn gant Claudia Quinta. War a seblant e oa maouezed gantañ, ha hi a oa en o zouez, ha brud fall he devoa.

Skrivet ez eus bet diwar he fenn gant Titus Livius, Ovidius (200 vloaz diwezhatoc'h), Silius Italicus, Seneca (Matrimonio) ha Propertius.

An darvoudoù hervez Titus Livius[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu a skriv an istorour Titus Livius (Ab Urbe condita, LIV/XXIX1-22)

  • (10) Roet e voe urzh da b-Publius Cornelius mont da Ostia (porzh war an Tevere) gant an holl wragez en arbenn d’an doueez ha da gemer anezhi diwar al lestr, ha goude he degas d’an douar, d’he reiñ da zougen d’ar gwragez (11) Pa voe degouezhet al lestr dirak aber an Tevere e c’houlennas bezañ kaset d’an donvor, hervez ar gourc’hemennoù, en ur vag, e kemeras an doueez a-dre daouarn ar veleien, hag he dougas d’an douar. (12) Kemeret e voe gant maouezed uhelañ kêr, hag anavezet eo anv unan anezho, Claudia Quinta : brud fallik he devoa a-raok, a-hervez, ma voe anatoc’h a se, goude ma reas he c’hefridi santel, he vertuzioù d’ar rumadoù da-heul. (13) Tremen a reas an doueez a zorn da zorn, tra m’en em dolpe ar geodedourion war an hent, goude lakaat frond da zeviñ dirak o dor el lec’hioù ma tremene, ha pa veze tanet an ezañs e pedent anezhi da zont tre a c’hrad vat hag a youl-gaer e kêr Roma, ha douget e voe gant ar maouezed da dempl an Trec’h, a zo war ar Menez Palatin, da zerc’hent Iidoù Meurzh, hag ur gouel-berz e voe.

Evel a weler n'eus ket kaoz eus vestalenn ebet amañ.

An darvoudoù hervez barzhoneg Ovidius[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ anv eus ur vestalenn a gaver en ur varzhoneg gant Ovidius, en e Fasti (Darvoudoù).

Degouezhet e oa al lestr gant delwenn Magna Mater ... en Ostia ma tivrann an Tevere da vont etrezek an donvor ha ma red ledanoc'h: an holl warc'hegeien, senedourien parfet ha tud ordinal a oa deuet en arbenn dezhañ en aber ar stêr ... Ganto e kerzhe mammoù, merc'hed, ha plac'hed nevez, hag an holl werc'hezed-se a zalc'h an oaledoù sakr. Skuizhañ o divvrec'h a reas ar wazed o sachañ kreñv war ar c'herdin: (…) Al lestr koulskoude a chome difiñv, evel un enezenn plantet e-kreiz ar mor. Ha souezhet rak kement-se e chome ar wazed da grenañ. Claudia Quinta a ziskenne eus an nobl Clausus hag he c'hened ne oa ket disteroc'h eget he noblañs: glan e oa, met diskred a oa warni: gant ur vrud fall e oa bet gloazet. Falstamalloù a oa bet taolet dezhi: he dalc'h farv, he blev kempennet disheñvel, he zeod prim ouzh kozhidi rust, o doa lakaet tud enep dezhi. Sur eus he vertuz e c'hoarzhe ouzh gevier ar vrud met prest e vezomp atav da grediñ e pec'hedoù ar re all. Pa gerzhas war-raok a-douez linenn ar merc'hed glan e kemeras dour glan ar stêr en he daouarn, e c'hlebias he fenn, dre deir gwech, dre deir gwech e savas palvoù he daouarn troet war-zu an neñv (an holl dud a selle a soñje e oa aet he skiant diganti). Neuze, daoulinet, he selloù o parañ war delwenn an doueez, fuilhet ganti he blev, e lavaras: “ Mamm an Doueed madelezhus ha frouezhus, degemer pedenn un aspederez, war an diviz-mañ hepken: lavarout a reont on dic'hlan: ra vin kablus ma vezan kondaonet ganit: prouet ma zorfed gant un doueez e paein gant ma buhez. met ma'z on digablus ... Komz a eure, ha neuze sachañ un tamm war ar gordenn ...

Pa erruas ar maen sakr Kibeles (Phrygie) da Roma (205-204 kent JK ), e sankas al lestr e lec'hidenn ar stêr. Klask a eure ar wazed stlejañ anezhañ gant ur gordenn met ne fiñvas ket.

Pa voe sellet eus a levrioù sakr e voe lennet enne ne oa nemet ur plac'h werc'h ha fur a c'hallje e fiñval. Pediñ an doueez a reas Claudia Quinta da zont war he lerc'h ma oa gwerc'h, ha. Ha pa sachas evel-se ez eas al lestr war he lerc'h. Evel-se e voe prouet gwerc'hded Claudia.

Ar vojenn hervez Aurelius Victor (IVvet kantved)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet diwar an droidigezh graet e galleg eus skrid Aurelius Victor:

  • En amzer-se edo Hannibal oc'h ober freuz ha reuz en Italia. Sellout a reas ar Romaned e levrioù ar Sibilezed (belegezed), ha lakaat a rejont degas eus Pessinus (Frigia) delwenn mamm an Doueed (Kibele). P'edo al lestr, ma oa an delwenn warnañ, o tont war ar stêr Tevere e chomas a sav a daol trumm e-kreiz ar stêr, ha netra d'ober ken evit e lakaat da vont war-raok. Sellet e voe adarre e levrioù ar belegezed, ha lennet e voe ne oa nemet dorn ur vaouez c'hlan a c'hallfe e lakaat da loc'hañ. Ha kenkent ar vestalenn Claudia, a oa tamallet dezhi e gaou bezañ graet ur gwadorged, a aspedas an doueez da vont d'he heul, ma ouie eo glan. Goude he fedenn e stagas he gouriz ouzh al lestr, hag e sachañ davet al lez. Nasica, a oa kontet da vezañ ar vertuziusañ den a-douez e genvroiz, a zegemeras en e di delwenn mamm an doueed, hag a viras ur c'houviad ken enorus da c'hortoz ken e voe savet un templ dezhi.

Darvoudoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Tacitus e voe darbet da zelwenn Claudia Quinta deviñ dre ziv wech ha gouestlet e voe d'an doueez Kibele en he zempl[2].

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneg zo anezhi gant meur a skrivagner, ha disheñvel e c'hall bezañ ar vojenn hervez ar skridoù:

Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Aurelius Victor, De viris illustribus, pennad 46
  2. Tacitus, Annales, levrenn IV, 44