Monique Morelli

Eus Wikipedia
Monique Morelli evit "La messe d'Elsa" e Lyon e 1981.

Monique Morelli, ganet Monique Dubois e Béthune e 1923 ha marvet e Montmartre e Pariz e 1993, a oa ur ganerez c'hallek. Kanet he deus kanaouennoù gwirvoudel (Fréhel) ha testennoù barzhed evel Mac Orlan, Tristan Corbière hag Aragon. C'hoariet he deus ivez en un nebeud filmoù ha pezhioù.