Ar Follez Yaouank

Eus Wikipedia

Ar Follez Yaouank a zo un danevell vrezhonek savet gant Meavenn (Fant Rozeg) e 1936, hag embannet e Gwalarn e dibenn 1941 (niv. 140-143). Oberenn anavezetañ ar skrivagnerez eo.

Dibar eo stil ar skrid : mouslavar ha hanter-c'her penn-da-benn. Gant se meur a lennadur eus an oberenn a gaver. Gwelet eo bet e-giz istor ur plac'h divagad, Enda, paneve he breur Kevin, pe parabolenn al lavar dibosupl.

Padal, resis-tre eo an destenn e-keñver al lec'hioù hag an deiziadoù. E Bro-Iwerzhon emeur, etre Galiv ha Dulenn ; c'hoarvezout a ra an darvoudoù pennañ etre ar 25 hag an 31 a viz Kerzu 1922. Da lârout eo emañ en e grisañ ar Brezel Diabarzh : soudard saoz ebet ken er vro ; arme vroadel ar Stad Dieub he deus kemeret an tu war Republikaned an IRA, santout a ra ar re-mañ e vo ret kodianañ, met evit poent ne vez kaoz nemet a walldaolioù hag a lazhidigezh. An disaouzan-se ne vez ket kavet er skrid : d'al lenner da c'houzout. Er skrid ne gaver nemet an dra-mañ : Kevin, stourmer 18 vloaz e renkoù an IRA, a nac'h a-greiz-holl, den ne oar mat perak, mont betek penn un argadenn ; diskaret eo « war urzh ar C'huzul » gant ur c'hamalad, Jim (« Ne ouien ket resis ha bez' e oa un treitour pe nann… ») ; pa zesk an dra, Enda a ziskar Jim (na zisplije ket dezhi koulskoude) ; klask a ra en em zistrujañ da heul, ne zeu a-benn avat nemet da rivinañ he daoulagad. « Abaoe emaon e ti ar re foll » (prepoz diwezhañ).

Meavenn a oa bet e Bro-Iwerzhon e 1931 ha gellet he doa merzhout roudoù darvoudoù 1922. Daou bennad a embannas neuze e Gwalarn e 1932. Ne skrivas Ar Follez Yaouank nemet e 1936 : mare ar Front Populaire e Bro-Frañs (ha Meavenn a zo bet renerez Ar Falz ha tost ouzh Yann Sohier). Ar mare ivez pa glask Célestin Lainé sevel Kadervenn e-giz kellid un arme guzh e Breizh. Hag e tiskleirfe ar goulennoù punet gant Meavenn en danevell : petra a dalvez sevel un armead guzh en arbenn d'ur gouarnamant diazezet war dilennadegoù frank kentañ ar Stad Dieub ? Daoust hag-eñ n'eo ket tonket ar stourm-se da drenkaat o reiñ plas d'an diskred ha d'al lazhañ-prim ? E-kichen ar soudarded bet diskaret gant ar Republikaned, e-kichen ar Republikaned bet drouklazhet gant an arme vroadel, e fell da vMeavenn menegiñ ar re bet lazhet gant ar Republikaned o-unan en o zouez. Peotramant c'hoazh : pa vez graet anv (e Breizh) eus patrom an IRA, eus peseurt IRA e vez kaoz : hini ar Brezel Dizalc'hidigezh pe hini ar Brezel Diabarzh ?

Ne voe embannet an danevell nemet e dibenn ar bloavezh 1941, en ur blegenn disheñvel-mat neuze. Ma tisoñjed an diwezh skrijus, e c'helle bezañ lennet e-giz ur galv d'ar stourm armet kuzh (enep da biv ? )…

Troet e oa bet e galleg gant Meavenn he-unan hag embannet e Les œuvres libres (Fayard), niverenn 187, e miz Genver 1937, dindan an anv-pluenn a « Catherine Beauchamp » (a oa gwir anv Katherine Mansfield).

Ur film a zo bet savet, diwar an droidigezh-se hep mar, gant Yves Allégret e 1952 : La Jeune Folle (gwenn ha du, 84 munutenn), gant Danièle Delorme o c'hoari roll Enda (Catherine e-barzh ar film). Skignet eo bet ar film e : daneg, flandrezeg, gresianeg, italianeg, saozneg ha suedeg. Rebechet e vez a-wechoù da Yves Allégret bezañ kemeret re da wir bater ar poz « follez » e titl an oberenn.

Adembannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1973 : gant Al Liamm ha Hor Yezh
  • 2016 : gant Mouladurioù Hor Yezh ; ouzhpenn testenn Ar Follez Yaouank e kaver el levr an daou bennad bet embannet gant Meavenn e Gwalarn e 1932 (Iwerzhon dishual ha Skol sant Enda), un digoradur istorel gant Oscar Mac Uilis, div studiadenn gant Jacqueline Gibson ha Pierrette Kermoal hag un notenn fonnus diwar-benn ar film gant Stefan Moal.