Lid-koun Sant-Albin-an-Hiliber

Eus Wikipedia
Dibunadeg e Sant-Albin-an-Hiliber stourmerien Breiz Atao ha Strollad Broadel Breizh gant ar banniel Gwenn-ha-du e 1935

Lid-koun Sant-Albin-an-Hiliber a vez graet eus ul lid-koun aozet gant brodelourien Breizh war dachenn emgann Sant-Albin-an-Hiliber, ul lec'h-koun pouezus d'ar vroadelourien vreton ez eo, ha bep bloaz e vez aozet al lid-koun-se eno[1].

Monumantoù koun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumant Sant-Albin 1988

Ur blakenn-koun a oa bet savet war an dachenn emgann, Lann ar Gejadenn, d'ar 25 a viz Mae 1932 gant ar skridoù-mañ:

  • Brezhoneg:

"Ar C'hallaoued trec'h d'ar Vretoned d'an 28 a viz gouere 1488. Dalc'homp soñj!"

  • Galleg:

"6000 Bretons sont morts ici pour défendre l'Indépendance bretonne le 28 juillet 1488."

Emgann Sant-Albin-an-Hiliber, treset gant Janed Malivel.

Ur maen-koun a oa bet savet e 1988, maen-koun Lann ar gejadenn, gant ur blakenn ma c'haller lenn:

  • Brezhoneg:

"Evit ar 6000 emganner
Brezhon a zo marvet,
Amañ, evit frankiz
Hag enor Breizh
D'an 28vet a viz Gouere 1488
Dalc'homp soñj!"

  • Galleg:

"Aux 6000 combattants Bretons
Morts en ce lieu
Pour l'indépendance et l'honneur
De la Bretagne
Le 28 juillet 1488
Souvenons-nous!"

Emgann Sant-Albin-an-Hiliber gant Paul Lehugeur, 19vet kantved

MAB Koad Sav Pell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gevredigezh MAB Koad Sav Pell (Musée Archipel Breton) renet gant Jean-Loup Le Cuff a vez hiziv-an-deiz oc'h ober war-dro an dachenn emgann[2].

Obidoù e Sant-Albin-An-Hiliber[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Célestin Lainé en doa goulennet ma vije lakaet e ludu war tachenn emgann Sant-Albin-an-Hiliber, ar pezh a oa bet graet e 1988.

Pennadoù karr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]