Yann a Leiden

Eus Wikipedia
PoltredJan van Leiden evel RoueMünster gant Heinrich Aldegrever, en toull-bac'h nebeut a-raok ma voe lazhet e 1536.

Yann a Leiden, Jan van Leiden e Nederlandeg, anvet ivez Jan Beukelsz, Jan Beukelszoon, John Bockold, Johann Bockelson, bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1509, aet da Anaon d'an 22 a viz Genver 1536 oa ul levier advadezour eus Leiden e Kontelezh Holland an Impalaeriezh Roman Santel. E 1533 e yeas d'ober e annez e Münster, kêr-benn ar Priñs-Eskob a Vünster, Osnabrück ha Minden. Dont a reas da vezañ ur prezegenner levezonus eno. Bez e voe unan eus levierien Emsavadeg Münster. Ober a reas eus kêr Vünster un deokratiezh advadezour milvedour. En em envel a reas "Roue Münster" e 1534. E 1535 e voe trec'het an emsavadeg goude ur seziz. Tapet e voe Jan, jahinet ha lazhet.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'haouedoù houarn ma voe lakaet enno kelanoù levierien Emsavadeg Münster ouzh tour iliz S.Lambert

Jan a oa mab anpriedel ur maer izelvroat hag ur c'hemener diouzh e vicher. Ganet oa bet e kêriadenn Zevenhoven en kumun Nieuwkoop, e proviñs Holland ar Su. Savet en dienez e teuas ez yaouank da vezañ ur prezegenner karismatek azeulet gant e ziskibled. Un advadezour oa, en un doare kuzh da gentañ mat dont a reas goude da vezañ ur prezegenner anavezet gant ar strollad betek kemer penn Emsavadeg Münster a-benn ar fin.

Hervezan e-unan e teuas d'ober e annez e Münster e 1533 peogwir en doa klevet e oa prezegennerien awenet eno. Goulen a reas digant Jan Matthys en doa badezet anezhañ dont gantañ. Matthys, gwelet evel ur profed, a zeuas buan da vezañ levier pennañ ar gêr. Argas a reas an holl gatoliked ha sevel a reas un aozadur boutinour diazezet war an Aviel. Berzet e voe an arc'hant ha ne voe ket aotreet bezañ perc'henn. Un arme katolik, renet gant Franz von Waldeck, Priñs-Eskob Münster, Osnabrück ha Minden, a lakas seziz war ar gêr. Deiz Sul Fask 1534 e renas Matthys un argad enep ar sezizerien mat lazhet e voe buan. Yann a Leiden a zeuas neuze a vezañ Roue emanvet Münster betek ma voe diskaret e miz Mezheven 1535.

Ren a reas an advadezourien e-pad ar seziz. Kemer a reas plas Matthys evel profed. Sevel a reas un Urzh Roueel hag ul Lez gant ar madoù bet kemeret digant annezidi Münster. Prometiñ a reas d'e sujidi naonek e vefent dieubet diouzh ar seziz ha digollet abalamour d'o lealded dibleg. An dra-se hag e "garism" a roas tro dezhañ da virout e levezon war ar gêr betek ma voe trec'het gant ar priñs-eskob.

Trec'het e voe arme Münster e 1535 gant Franz von Waldeck. Tapet e voe Yann a Leiden. Kavet e voe e kav un ti, kaset d'un tour-meur e Dülmen ha degaset en-dro da Vünster.

D'an 22 a viz Genver 1536 e voe boureviet en un doare kriz-meurbet a-raok bezañ lazhet asambles gant Bernhard Krechting ha Bernhard Knipperdolling. Lakaet e voe an tri c'helan e paneroù houarn ha staget ouzh tour iliz S. Lambert ma chomjont da vreinañ. Tenet e voe an eskern un hanter-kant vloaz bennak goude met lezet e voe ar paneroù houarn.

E c'her stur oa: "Gottes macht is myn cracht" (Galloud Doue eo ma nerzh).

Ar selloù disheñvel warnañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lavaret e vez en doa savet un deokratiezh lieswreg o pouezañ war ul lezenn bet lakaet da dalvezout gantañ a redie pep plac'h dizimez da asantiñ d'ar c'hentañ kinnig dimeziñ graet dezhi. Douget en dije al lezenn-se ar baotred da geveziñ evit kaout ar muiañ posupl a wragez. Mammennoù zo a lavar en doe Yann c'hwezek gwreg ouzhpenn e "Rouanez" Divara van Haarlem hag en dije dibennet dirak an holl una anezho Elisabeth Wandscherer peogwir oa savet enep e aotrouniezh.

Karl Kautsky en e Communism in Central Europe at the Time of the Reformation, a bouez war ar fed eo bet savet seurt taolenn eus Advadezourien Münster diwar skridoù o enebourien a glaske reiñ un digarez da grizder o adperc'hennidigezh eus ar gêr. Diwar an dielloù lennet gantañ e pouez Kautsky war ar plas roet gant an Advadezourien d'ar gevatalded sokial, d'an demokratelezh ha d'an doare boutinour da vevañ e Münster da vare renad Yann a Leiden.

Yann a Leiden el lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Haroz ar c'hoarigan Le prophète (1849) gant Giacomo Meyerbeer eo Yann a Leiden. Kavout a reer ennañ kemeridigezh Münster (Arvestoù III ha IV), kurunidigezh Yann evel "dilennad Doue" en Iliz-veur(Arvest IV), hag echuiñ a ra ar c'hoarigan e Palez Yann e Münster.

Kavout a reer Yann a Leiden e romant Luther Blissett Q ivez.

Unan eus tudennoù pennañ romant istorel Jonathon Rainbow, Speak to Her Kindly. Tremen a ra an traoù e-kerzh darvoudoù Emsavadeg Münster.

En oberenn The Unfortunate Traveller gant Thomas Nashe (1594) e teskriv an haroz, Jack Wilton, seziz Mûnster en un doare goapaus.

Yann a Leiden (evel Jan Bockelson) a zo unan eus tudennoù ar pezh Die Wiedertäufer gant Friedrich Dürrenmatt.

Kavout a reer Yann a Leiden en ur chaboistr eus romant Marguerite Yourcenar L'Œuvre au noir (1968) ma taolenn Emsavadeg Münster hag he diskar o veskañ tudennoù ijinet ha tudennoù bet.

Er film skinwel alaman König der letzten Tage(1993) e c'hoari Christoph Waltz tudenn Jan Beuckelszoon ha Mario Adorf hini an Eskob von Waldeck.

Tudenn bennañ romant Richard Powers Orfeo (2014) a aoz ur c'hoarigan gant Yann a Leiden evel tudenn bouezusañ.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]