Pays de Bray

Eus Wikipedia

Ar Pays de Bray zo ur rannvro naturel eus Bro-C'hall, rannet etre Normandi ha Pikardi, etre an departamantoù Seine-Maritime ha Oise, etre kêrioù Neufchâtel-en-Bray ha Beauvais. Ar rann eus Normandi a vez graet Bray normand anezhi, ar rann eus Pikardi a vez lavaret Bray picard anezhi.

Kumunioù ar Pays de Bray[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a stêr a eien er vro, evel an Epte hag an Andelle, adstêrioù d'ar Seine, hag ar Béthune, ar Varenne hag an Eaulne, adstêrioù d'an Arques, a en em daol e Mor Breizh. An Avelon, a en em daol en Thérain e Beauvais (Oise), a eien er Pays de Bray ivez.

Stivelloù tomm zo ivez e Forges-les-Eaux.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivagner meur ar c'hornad eo Philéas Lebesgue (1869-1958), ganet ha marvet e La Neuville-Vault (Oise). En e varzhonegoù en deus kanet kaerderioù ar pays de Bray pikard, hag e darn eus e romantoù, eha dreist -holl :

  • Destin, journal d'une femme,
  • Les Charbons du foyer, Paris, Ed. de La Phalange, 1909, 315 p.
  • Le Sang de l'Autre, 1901, hag Ed. du Trotteur ailé, 2010, 232 p.
  • Terre picarde, Grandvilliers, Ed. du Bonhomme picard, 1950. hag Ed. du Trotteur ailé, 2008, 95 p.

Meneg eus ar Pays de Bray picard zo ivez e levrioù François Beauvy :

  • La Collégienne, romant, Amiens, Eklitra, 1982, 70 p.
  • Le Paysage dans l'oeuvre poétique de Philléas Lebesgue, arnodskrid, La Neuville-Vault, Sté des Amis de Ph. Lebesgue, 1995, 150 p.
  • Philéas Lebesgue et ses correspondants en France et dans le monde de 1890 à 1958, Thèse de doctorat, Beauvais, Awen, 2004, 674 p.