Perisserosa guttata

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Perisserosa guttata

Perisserosa guttata guttata
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Perisserosa
Anv skiantel
Perisserosa guttata
(Gmelin, 1791)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Perisserosa guttata a zo ar spesad nemetañ eus genad Perisserosa e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marines species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h pe ral an hini eo.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gmelin e 1791 dindan an anv genad Cypraea[2].

An heñvelanv Perisserosa brocktoni diskrivet gant Iredale e 1930 a zo bet nulet gant abeg an diskrivadur a-raok.

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Perisserosa guttata o vezañ impijet un tamm muioc'h eget an daou all :

  • Cypraea guttata hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Erosaria guttata hervez Felix Lorenz[3].

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin eus ar re vravañ eo ar Perisserosa guttata. Kavet e vezont etre nebeut metroù donder betek ken don ha 300 m.

Isspesadoù ha stummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou isspesad a zo bet diskrivet diouzh ma vevont e kornog pe reter Gourenez Thailand/ Malesia :

  • Perisserosa guttata guttata (Gmelin, 1791) er reter a zo kregin ral a-walc'h etre 54 ha 70 mm an aliesañ a c'hell bezañ etre 32 (kregin korr=Dwarf) ha 87 mm (kegin ramz=giant) ral zoken. Kavet e vint etre 25 ha 100 m donder.
  • Perisserosa guttata surinensis (Raybaudi, 1978) er c'hornog a zo kregin ral etre 42 ha 52 mm an aliesañ a c'hell bezañ etre 32 (kregin korr=Dwarf) ha 58 mm (kregin ramz=giant) ral zoken. Kavet e vint nemet er morioù don etre 100 ha 300 m donder.

hag ur stumm

    • Perisserosa guttata guttata f. azumai bet diskrivet gant Schilder e 1960 ha gwelet evel un isspesad-all gant nebeut skiantourien.

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask eus Inizi Maldivez hag India betek mor China, Su Japan hag Aostralia.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sell ouzh keinoù, kostezoù ha diazoù an daou isspesad hag ar stumm.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 02 a viz Gouere 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530890(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 {en}