Émile Hamonic

Eus Wikipedia
Émile Hamonic (en tu kleiz) gant Teodor Botrel

Émile Eugène Louis Hamonic (25 a viz Eost 1861 e Monkontour[1] - 24 a viz Gouere 1943 e Sant-Brieg) a oa ul luc'hskeudenner hag un embanner kartennoù-post breizhat.

Mab e oa da Émile Hamonic ha da Aimée Duret, marc'hadourien eus Monkontour. Goude bezañ bet deskard e ti ul luc'hskeudenner eus Dinarzh en em stalias e Monkontour ha goude e Sant-Brieg. Rakwelet a reas berzh ar c'hartennoù-post skeudennaouet ha sevel neuze e di-embann (Éditions d'art Hamonic). Berzh a reas e gartennoù gant luc'hskeudennoù eus Breizh pe gant testennoù kanaouennoù Teodor Botrel. Lakaat a reas brezhoneg (Karten-Bost) war lod anezhe rak tomm e oa ouzh ar vro hag ezel eus Kevredigezh Broadel Breizh. Dimeziñ a reas gant Marie Françoise Raineval e 1899 e Sant-Brieg.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1] Akt ganedigezh, dielldi Aodoù-an-Arvor