Émile Bernard

Eus Wikipedia
Emile Bernard gant Toulouse-Lautrec (1886)

Émile Bernard, bet ganet d'an 28 a viz Ebrel 1868 e Lille hag aet d'an Anaon d'ar 16 a viz Ebrel 1941 e Pariz, a oa ul livour post-impresionist, ur skeudennaouer, un engravour, ur skrivagner, ur barzh (dindan an anv-pluenn Jean Dorsal ivez) hag un arzvarnour gall.

Mont reas da chom en Egipt, enno e vevas eus 1893 betek 1904.

Dre hanterouriezh al livour rusian Michail a Wylie, keneil d'e familh e yeas oaded a 16 vloaz, tre, en atalier al livour Fernand Cormon.

Goude bezañ graet anaudegezh gant livourien en atalier Cormon e voe argaset eus an atalier, hag e yeas da bourmen en Normandie hag e Breizh. Kejañ reas ouzh Emile Schuffenecker, a roas dezhañ ul lizher evit en em ginnig da Baul Gauguin. Mont reas Bernard da Pont-Aven, hogen nebeut a zarempred en doe gant Gauguin, d'ar c'houlz-se.

Ober reas anaoudegezh gant Vincent van Gogh e Paris. E-kerz ur prantad pointilist e voe d'ar c'houlz.

En 1887 e tistroas da Normandie ha da Vreizh, kinklañ reas ar gambr ma oa enni e leti itron ar Masson e Sant-Briag, a-raok dont da Bont-Aven.

Gauguin ha Charles Laval a oa d'ar mare-hont e Martinik. Kimiadiñ reas gant ar pointilisme evit mont davet ar c'hloisonisme, bet ijinet gant Louis Anquetin.

E 1888, e voe a-zevri o tarempredi gant Gaugin. Bernard a voe gant e c'hoar Madalen, tri bloaz yaouankoc'h evitañ, e Pont-Aven. En ur prantad pouezus en em gavas Bernard ha Gauguin, graet e voe ganto ur sintezenn etre ar meizadel hag ar simbolegezh. Savet e voe ganto ar sintetelezh : goude ur weladenn, an elfennoù a na vezont ket dalc'het soñj outo a vez skarzet. Ar stummoù a zo eeunoc'h, hag an dibab livioù n'int ket ken fonnus.

Poltredaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sant-Briag[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Propos sur l'art, 2 levr, (ISBN 2-84049-031-5)
  • L'Esclave nue ha La Danseuse persane, romant
  • Le Voyage de l'être, barzhonegoù, Impr. Moussa Roditi, 1898
  • La Méthode de Paul Cézanne. Exposé critique , Mercure de France CXXXVIII, 1920
  • Une conversation avec Cézanne, Mercure de France CXLVIII, 1921
  • Souvenirs sur Paul Cézanne : une conversation avec Cézanne, la méthode de Cézanne, Chez Michel, 1925
  • La Lumière Mythique, dindan an anv-pluenn Jean Dorsal, Paris, éditions de la Rénovation Esthétique, 1933
  • Le Sablier ha Les Regrets, Jean Dorsal, éditions de la Rénovation Esthétique, 1933
  • Les Lettres d’un artiste (1884-1941), Les Presses du réel, 2012, ISBN 978-2-84066-498-7


Teknikoù/Skolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.