Son ar milinoù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Son ar milinou)

1

Ur miliner a Blouenan

Laouen evel ul laouenan

Ur miliner a Blouenan

A zastume, ur bern arc'hant

2



Tro va milin, ha tizh ha tizh!

Da valañ kerc'h, heiz ha gwinizh !

Tro va milin, ha tizh ha tizh!

Ma kouezho an arc'hant ’vel ar glizh


3

Ouzhpenn lonker ha merc'hetaer

ar miliner a oa ul laer

Ouzhpenn lonker ha merc'hetaer

E ouie c'hoari troioù-kaer

4

Diouzh sac'hadoù an ostizien

e tenne ar wellañ lodenn,

Diouzh sac'hadoù an ostizien

E tale gantañ ar bleud gwenn

5

Gant Doue e oa milliget

Abalamour d'e zislealded

Gant Doue e oa milliget

Gant ar vilin e droad flastret

6

Ur sulvezh m'edo brizhvezo

'C'hoarvezas gantañ ur wall-dro

Ur sulvezh m'edo brizhvezo

Maen ar vilin 'frikas e bao

7

Maen ar vilin 'frikas e droad

D'ar miliner o skrapat

Maen ar vilin 'frikas e droad

Ma oa graet dezhañ ur c'har goad

8 Neuze betek fin e vuhez

Mac'hagnet-holl, pebezh truez!

Neuze betek fin e vuhez

E chilgammas 'vel ur paour-kaezh

9

Emañ bremañ er binijenn,

Er purgator er yenijenn,

Emañ bremañ er binijenn,

Met d'an noz e teu da bourmen,

10

Dont a ra da vale bemnoz

Hep kaout nag ehan na repoz

Dont a ra da vale bemnoz

Trowardroioù ar Vilin Gozh

11

Eskern gwenn ar miliner fall

A ra gouloù en noz teñval

Eskern gwenn ar miliner fall

a spont an dud kreiz an noz dall

12

Diwallit mat, beajourien,

ma tigouezh deoc'h gwelet e benn,

Diwallit mat, beajourien,

Na daolfe ac'hanoc'h el lenn

13

Gant war e chouk ur sac'h pounner,

war e c'har goad er prajeier,

Gant war e chouk ur sac'h pounner,

E tremen spes ar miliner

14

War e c'har goad 'barzh ar stankenn

E ranko kerzhout didermen

War e c'har goad 'barzh ar stankenn

E chomo sac'het er vouilhenn

Diwar Pêr-Mari Mevel