Peurunvan

Eus Wikipedia

Ar peurunvan, pe KLTG, eo anv an doare-skrivañ savet e 1941 evit unvaniñ an doare-skrivañ KLT, savet e 1908, gant hini Bro-Wened, da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant emglev 1908 e oa bet unvanet doare-skrivañ ar brezhoneg e Treger, Leon ha Kerne. E Bro-Gwened e kendalc'hed d'ober gant un doare-skrivañ all. Met fellout a rae da skrivagnerien zo unaniñ an daou zoare-skrivañ-se, an doare-skrivañ KLT ha doare-skrivañ ar gwenedeg. E 1936 e oa bet bodet un toullad tud, Loeiz Herrieu, Roparz Hemon, Raymond Delaporte, Marc'harid Gourlaouen, Roparzh Audic, Youenn Drezen ha Langleiz hag un nebeud kinnigoù o doa graet : ober gant "zh" er gerioù a veze skrivet gant "z" e KLT ha gant "h" e gwenedeg, skrivañ "w" er gerioù ma veze kavet "v" pe "o" e KLT hag "ù" e gwenedeg[2].

Pouez hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doare-skrivañ pennañ ar brezhoneg eo hiziv. Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet.

Reolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reolennoù doare-skrivañ ar peurunvan a vo kavet er pennad doareoù-skrivañ e brezhoneg. Doujañ outo a dleer ober er pennadoù holloueziadurel.

Sioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket disi an doare-skrivañ-mañ evel n'eo ket disi ar re all, nag e yezh ebet. Gant e enebourien ne vez gwelet nemet ar sioù, gant ar re a ra gantañ, ar re niverusañ a-bell, ne vez ket gwelet ar sioù atav, ken boas int, evel en holl yezhoù.

Tabut[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koulskoude ez eus bet tabut e-pad pell e Breizh diwar-benn an doare-skrivañ ha dreist-holl enebiezh ouzh ar peurunvan.

  • Unan eus an arguzennoù e oa (hag e vez c'hoazh gant tud zo) an istor: ur skritur awenet gant renad an Alamaned er vro e vije bet.
  • Un arguzenn all eo an distagadur: lakaat a raje an dud da zistagañ fall.

An enebourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da veur a hini e seblant rendael an doareoù-skrivañ eus un amzer all pa n'eo ket peogwir e skriver e peurunvan ez eur "a-du gant an Nazied", evel ma veze lavaret goude ar brezel. Pa voe adkroget gant Youenn Olier da skrivañ e peurunvan e 1945 e fellas dezhañ "sammañ hêrezh Gwalarn", da lavarout eo derc'hel da stagañ dazont ar brezhoneg ouzh keal ar vroadelouriezh vrezhon hag ur Vreizh dieub[3].
Andreo ar Merser, Armañs Keravel pe c'hoazh Visant Seite, daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e 1941, o doa e zilezet e 1945, hag aet a-du gant ar Skolveurieg e 1954, dreist-holl evit un abeg politikel eta, peogwir e fellas dezho ren ur bengadouriezh rannvroelour a-benn en em ziskouez evel patrioted vat gant ar spi da sachañ digant ar Stad C'hall un draig bennak evit ar brezhoneg, ur politikerezh a voe ur c'hwitadenn.

Gwir eo e oa anv ivez da gelenn brezhoneg er skol hag e c'houlenne yezhourien alaman evel Leo Weisgerber e vije unvanet an doare-skrivañ evit Breizh a-bezh.

Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien gwitibunan, war-bouez tri eus ar rummad kozh : Taldir, Vallée ha Meven Mordiern, na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù, emezo.

Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet Roparz Hemon d'ar peurunvan a-benn ar fin. O vezañ ma'z eo ar rannyezh-se diforc'h-mat diouzh an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret stummoù gwenedek-rik er yezh lennek.

Sevel a reas Akademiezh Roazhon a-enep ar peurunvan e 1942, ha berzet e voe adalek diwezh 1942, diviz kadarnaet meur a wech e 1943 ha 1944[4], war a seblant war atiz ar chaloni Falc'hun hag Armand Keravel[5].

Peurunvan ofisiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar peurunvan eo skritur ofisiel an darn vrasañ eus an embannerien, adalek TES betek Bannoù-Heol, ha hini ar c'helenn en holl skolioù, re ar Stad pe re Diwan, war-bouez unanik bennak.
Ar peurunvan eo skritur ofisiel ar wikipedia vrezhonek ivez.

Enebiezh ouzh ar peurunvan er XXIañ kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. lenn danevell ar Peurunvanadur hervez Remont Delaporte niv. 263 betek 268 er gelaouenn Imbourc'h 1991-1992
  2. http://bibliotheque.idbe-bzh.org/document.php?id=emglew-brezhonegerien-5614&l=br
  3. alies-mat e ra anv eus se Youenn Olier, en e gelaouenn "An Avel" (1945), hag en e zeizlevr.
  4. Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany, Peter Lang, 2007, p. 159-160.
  5. Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany, Peter Lang, 2007, p. 160-161.