Geun

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Geun, ur c'heun, a reer eus un ec'honenn douaroù ma'z eus doureier warni e-kreiz ur struzh dourglasker. Kavet e vez geunioù e lec'hioù izelañ pa ne c'hell ket dour an dourredennoù redek fonnus. El lodenn vrasañ eus an takad gleborek-se e vez un niver bras a vevien o vevañ ; darn anezho zo boued evit al loened a zo preizherien dezho. En dour e weler amprevaned bihan ha bras, buzhug, pesked, bezhin, tammoù plant kouezhet. Kement-se a ra un endro pinvidik hag a ro bod da loened neuñv, nij pe red.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù all a zo evit geun : gwern, ha palud evit an takadoù gleborek war an aod. E Kerne-Uhel e kaver ar stumm rannyezhel yeun, ha gun (ar C'hun) en Eusa. Kanolioù ha sanioù a vez kleuzet e-kreiz lod geunioù evit kontrolliñ live an doureier hag aesaat ar gounezerezh.

Ar geunioù brasañ er bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bangweulu Swamp, Zambia

Azia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Norzhamerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Suamerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kredennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a sevenadur hen e kreded e oa ar geunioù lec'hioù ma veze un tremen etre gorre an douar hag ar bed dindan. En Henamzer e oa ur brofedez, ar Sibilla, a zibune he c'homzoù kevrinus e-kreiz geun Cumae, tost da Napoli e kreiz Italia.

Krediñ a rae d'ar Gelted kozh e oa dor an ifern e kreiz ar geunioù, a gaver stank en o broioù gleborek. Anatol ar Braz en deus kontet div wech e La Légende de la mort chez les Bretons armoricains penaos e veze fiziet da lod beleien kas ar c'hon gant speredoù an diaoul enno da c'heun an Elez (Yeun Elez).

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]