Mont d’an endalc’had

Związek Walki Zbrojnej

Eus Wikipedia
Unvaniezh ar Stourm Armet
rezistañs, aozadur armet, lu amreoliek
Deiziad krouiñ1939 Kemmañ
Lealdedgouarnamant polonat en harlu Kemmañ
Anv er yezh orinZwiązek Walki Zbrojnej Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Polish resistance movement in World War II, Talbenn ar Reter Kemmañ
BroEil Republik Polonia Kemmañ
Lec'hTrede Reich Kemmañ

Unvaniezh ar Stourm Armet (poloneg: Związek Walki Zbrojnej ha berraet en ZWZ), a oa ul luskad Rezistañs e stumm un arme guzh hag a oa bet savet e Polonia e miz Gwengolo 1939 goude aloubadeg ar vro gant Alamagn hag an Unvaniezh Soviedel, ar pezh a oa bet abeg d'an Eil Brezel-bed. Ar ZWZ a oa bet oberiant eus an 13 a viz Du 1939 betek ar 14 a viz C'hwevrer 1942, pa oa bet adanvet Lu diabarzh (Armia Krajowa, berraet en AK).

Krouet eo bet ar ZWZ a-ziwar un aozadur kent, ar Służba Zwycięstwu Polski, pe SZP (Servij Polonia evit an Trec'h), hag a oa bet krouet e miz Gwengolo 1939 gant ar jeneral Michał Tokarzewski-Karaszewicz.

E miz Genver 1940 ar ZWZ a oa bet rannet e div lodenn: